Ingeborg Hunzinger (3 a viz C'hwevrer 1915 e Berlin19 a viz Gouere 2009 e Berlin) a oa ur gizellerez alaman.

Ingeborg Hunzinger (2008)
Bez Ingeborg Hunzinger e marvgav an tiegezh Franck, Alter Friedhof Wannsee, Berlin

Ganet e voe Ingeborg Franck ha yuzev e oa he mamm. E 1932 ec'h emezelas e Strollad komunour Alamagn. E 1935 e stagas gant studiañ an arzoù hag e 1938-1939 e teskas gant Ludwig Kasper. E 1939 e voe difennet outi studiañ pelloc'h gant an nazied, hag e tivroas da Italia ma kejas ouzh al livour alaman Helmut Ruhmer. E 1942 e rankjont distreiñ da Alamagn, daou vugel a voe ganet. Dre ma oa Ingeborg Franck a orin yuzev e voe difennet outo dimeziñ.

Ruhmer a voe lazhet e dibenn an Eil Brezel-bed. Ingeborg Franck a zimezas gant Adolf Hunzinger e-kreiz ar bloavezhioù 1950 hag un terde bugel a voe ganet. Dispartiañ a rejont hag e timezas gant ar c'hizeller Robert Riehl e-kreiz ar bloavezhioù 1960.

E penn-kentañ ar bloavezhioù 1950 e stagas Hunzinger gant he studioù en-dro, e Berlin ar Reter, hag e teskas gant Fritz Cremer ha Gustav Seitz. Kelenn a reas e skol-arzoù Weißensee ha diwar 1953 e voe arzourez war he c'hont. Ezel e voe eus Strollad ar sokialouriezh demokratel[1].

Hunzinger a oa mamm-gozh ar skrivagnerez Julia Franck.

Un nebeud oberennoù

kemmañ

Da lenn

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. "'Made to look silly and laughable'—the PDS in Germany reacts to the erection of a statue of Rosa Luxemburg" gant Stefan Steinberg, World Socialist Web Site (27 a viz Genver 1999)

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.