Julia Franck
Julia Franck
Julia Franck e 2007
Obererezh romantoù
Ganedigezh 20 a viz C'hwevrer 1970
e Lichtenberg, Berlin
Yezh skrivañ alamaneg
Enorioù Priz ar romant alamanek (2007) gant Die Mittagsfrau
Oberennoù pennañ
  • Die Mittagsfrau

Lec'hienn ofisiel www.juliafranck.de

Julia Franck (20 a viz C'hwevrer 1970 e Lichtenberg, Berlin) a zo ur skrivagnerez alamanek. Merc'h-vihan ar gizellerez Ingeborg Hunzinger eo. Hiziv an deiz e vez o chom e Berlin. Troet eo bet hec'h oberennoù en ouzhpenn 35 yezh.

E 1978 ez eas gant he familh da chom da Verlin ar C'hornôg ha goude-se da Schleswig-Holstein. Studiañ a reas al lennegezh alamanek hag ar studioù stadunanat e Skol-veur dieub Berlin hag e kasas amzer er Stadoù-Unanet, e Mec'hiko hag e Guatemala. Labourat a reas evel embannerez gant Sender Freies Berlin hag e skrivas e meur a vagazin hag a gelaouenn. Meur a briz he deus bet evel Priz ar romant alamanek (2007) pe priz 3sat (Priz Ingeborg Bachmann) e 2000. E 2010 e voe lakaet The Blind Side of the Heart (troidigezh saoznek Die Mittagsfrau) war roll Priz The Independent ar skrid faltazi estren (saozneg : Independent Foreign Fiction Prize)[1] hag ivez Priz lennegezh Jewish Quarterly-Wingate[2].

Hec'h oberennoù

kemmañ
  • Der neue Koch (1997)
  • Liebediener (1999)
  • Bauchlandung (2000)
  • Lagerfeuer (2003)
  • Mir nichts, dir nichts (2006)
  • Die Mittagsfrau (2007)
  • Grenzübergänge (2009)

Notennoù

kemmañ


Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.