Inis Píc (Spike Island e saozneg) zo un enezenn en Iwerzhon, e Morlenn Corcaigh.

"Dún an Mhistéalaigh" pe Fort Mitchell war Inis Píc

War an enezennig-se e oa bet ur manati er VIIvet kantved. En XVIIIvet kantved e oa bet savet ur c'hreñvlec'h gant ar Saozon. Alese e c'halled evezhiañ porzhioù Corcaigh hag An Cóbh. Betek 2004 e voe war an enezenn ur c'hreñvlec'h evit an arme hag un toull-bac'h ivez. Un nebeud tud a oa o chom warni ivez : ur skol vihan a oa, un iliz, ur vag-treizh da vont da g-Cóbh.

E 2009 e voe roet an enezenn da guzul Kontelezh Corcaigh ha graet e voe labourioù evit digeriñ al lec'h d'an douristed. Ur vag-treizh zo da gas an dud d'an enezenn adalek Cóbh. Gallout a reont gweladenniñ kreñvlec'h kozh an arme, koulz hag ar prizon. E 2016 e oa bet 45 000 a douristed o vont da Inis Píc.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.