Inizi Gilbert hag Ellice

Inizi Gilbert hag Ellice (saozneg: Gilbert hag Ellice Islands) a zo bet ur vro warezet gant ar Rouantelezh-Unanet adalek 1892, hag un drevadenn etre 1916 ha 1976. Rannet e voent neuze, hag ar braz eus inizi Gilbert a yeas d'ober ur stad dizalc'h, Republik Kiribati, e 1979, tra ma voe savet stad Tuvalu diwar an inizi Ellice e 1978.

Pelec'h e oa Inizi Gilbert hag Ellice.

An anv

kemmañ

An Inizi Gilbert a voe roet o anv dezho e 1820, gant an amiral rus Johann von Krusenstern hag ar c'habiten gall Louis Duperrey, diwar anv ar c'habiten saoz Thomas Gilbert, a dremenas dre eno e 1788.

Funafuti a voe anvet Enez Ellice, diwar anv Edward Ellice, ur politikour ha marc'hadour saoz, gant ar c'habiten Arent de Peyster, a spurmantas an inizi e 1819 diwar vourzh al lestr Rebecca. Ellice a oa perc'henn karg al lestr. Roet e voe an anv Ellice d'an nav enezenn, a zo aet d'ober Tuvalu hiriv, goude labourioù ar Saoz Alexander George Findlay (1812–1876).

Gwelet ivez

kemmañ