Timbroù Gilbert hag Ellice
Emañ enezegoù Gilbert hag Ellice e kreiz ar Meurvor Habask. Gwarezvro ar Rouantelezh-Unanet int bet etre 1892 ha 1916, ha fiziet enno statud un drevadenn betek ar bloaz 1975.
Diouzh mont-ha-dont al listri-kenwerzh e vez kaset ha resevet lizhiri gant annezidi Inizi Gilbert hag Elliz, e-pad an XIXvet kantved. Ur servij postoù zo lakaet war droad e 1911; timbroù an inizi Fidji, warno penn Edward VII, zo soulgarget GILBERT & ELLICE / PROTECTORATE ha lakaet e gwerzh d’ar 1añ a viz Genver eus ar bloaz-se, heuliet e miz Meurzh gant ur rummad a 4 zimbr o skeudenniñ ur wezenn Pandanus, hag ar meneg GILBERT & ELLICE ISLANDS / PROTECTORATE.
Da heul e vez moullet e 1912 timbroù boutin George V, dreistmoullet GILBERT & ELLICE ISLANDS warno. Rummadoù nevez a vo embannet adalek ar 14 a viz Genver 1939, o kinnig buhez ar vro ha penn a-skerb ar Roue George VI. Lakaet e vo penn Elizabeth II en e lec’h pa vo adembannet e 1956.
60vet deiz-ha-bloaz dizoloadenn ludu gris war Ocean Island zo pennabeg ur rummad 4 zimbr embannet d’ar 1añ a viz Mae 1960. Gant ar rummad embannet e 1965 e reer anaoudegezh gant hengoun hag oberennoù bemdez tud ar vro. Dre implij ur sistem moneizel dre zegoù e ranko ar postoù soulgargañ an timbroù-se e 1966, hag adembann anezho e 1968. Embannet e vez war-dro 10-15 timbr pep bloaz gant postoù an drevadenn, ur rummad peder skeudenn alies, betek dibenn ar bloaz 1975.
E 1976 ez eo rannet e daou an trevadennoù ha deuet da vezañ dizalc’h dindan an anvioù Tuvalu ha Kiribati