Islavarenn-doareañ
Un islavarenn-doareañ zo war un dro islavarenn ha renadenn-doareañ. Meur a seurt zo anezho.
An islavarennoù-doareañ
kemmañ- an islavarenn-lec'h, pe islavarenn-lec'hiañ
- an islavarenn-amzer, pe islavarenn-amzeriañ
- an islavarenn-abeg,
- an islavarenn-bal,
- an islavarenn-heuliad,
- an islavarenn-enebiñ,
- an islavarenn-vartezeañ.
Lec'h ar verb
kemmañEreet e vez an islavarenn-doareañ ouzh ar bennlavarenn gant ur stagell isurzhiañ (mar/ma, pa, peogwir) pe ur stagell gevrennek (evit ma, abalamour ma). Ar stagelloù isurzhiañ a vez heuliet gant ar verb displeget atav, hag ar rener n'hall dont nemet war-lerc'h ar verb.
- Da bourmen ez in pa vo brav an amzer.