Itys (henc'hresianeg : Ἴτυς) a oa mab da d-Tereüs, roue Trakia, ha d'e bried Prokne, merc'h da Bandion, roue Aten.

Tereüs dirak penn e vab Itys, livet gant Pieter Pawel Rubens, 1636–1638, Mirdi ar Prado, Madrid.

Ur c'hoar he doa Prokne, Filomela hec'h anv, a voe gwallet gant he breur-kaer Tereüs. Evit kastizañ he fried e lazhas Prokne o mab Itys, ha roet d'e dad da zebriñ. Pa choulennas Tereüs pelec'h e oa e vab e respontas e wreg Prokne: Ganit emañ da vab. Ha sede Filomela neuze da zifoupañ ha da deurel penn Itys dirazañ war an daol. Kounnariñ raktal a ra Tereüs, ma tec'h an div c'hoar, hag eñ war o lerc'h.

Antoninus Liberalis a gont, en e Vetamorfozoù (XI), istor damheñvel Aedon ha Polytec'hnos.

Levrlennadur

kemmañ