Iwan B
Iwan Benoist, anavezet ivez evel Iwan Benead, pe Iwan B, ganet el Lilas (Enez-Frañs) d'an 2 a viz Here 1984, zo ur c'haner hip hop brezhonek.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Iwan B |
Anv-bihan | Iwan |
Deiziad ganedigezh | 2 Her 1984 |
Lec'h ganedigezh | Les Lilas |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | kaner |
Benveg sonerezh | acoustic guitar, mouezh |
Tachenn | sonerezh pop |
Levezonet gant | sonerezh rock |
Lec'hienn ofisiel | http://www.iwanb.com |
Pianoour
kemmañMab eo d'ar gitarour Bernard Benoist. Krog e oa da studiañ ar piano hag ar solfadurezh da 5 bloaz. Da 9 bloaz e stagas gant ar studioù e skol ar sonerezh e Pariz. Da 18 vloaz, goude bezañ tapet e vachelouriezh, en doa lakaet en e soñj dont da vezañ soner. E 2003 e tivizas deskiñ brezhoneg. E 2004 e oa diplomet gant ar skol brevez Alta. E 2007 e pakas diplom an trede kelc'hiad er skol sonerezh.
Evel pianoour en deus heuliet kanerien ha soner evel ar "7 Lézards", "Baiser Salé" pe "New Morning".
Sevel a ra kananouennoù rap e brezhoneg. Hiziv an deiz e kendalc'h c'hoazh gant e studioù war ar sonerezh. Aozet en deus ur bladenn gentañ dindan e anv arzour Iwan B. D'an 31 a viz Mae 2007 e Roazhon en deus gounezet trede Priz dazont ar brezhoneg er rummad an hiniennoù. Daou zevezh war-lerc'h e Karaez e oa aet gantañ an taol-lañs kentañ aozet da-geñver "Devezh ar Brezhoneg".
D'an 20 a viz Meurzh 2010 e teuas er-maez e bladenn gentañ anvet La Quête, Ar C'hlask.
Pladenn
kemmañLa Quête, Ar C'hlask (2010):
- Intro (0:20)
- Bagad à Bagdad (4:05)
- Le son breton (3:22)
- Fulenn (3:20)
- Je reviens vers toi (3:28)
- La quête (4:34)
- Marc'hadourien avel (3:52)
- Ma doare (3:17)
- Who ? (3:52)
- Son nevez (New sound) (3:58)
- Soñjoù gadal (3:48)
- A day in heaven (7:04)