Izabel Bro-C'hall (1292-1358)

Izabel Bro-C'hall (1292-1358), a oa ur briñsez c'hall deuet da vezañ rouanez Bro-Saoz, pa a oa dimezet da Edouarzh II, roue Bro-Saoz. Diwezhatoc'h e voe lesanvet bleizez Bro-C'hall (e galleg la Louve de France).

Izabel Bro-C'hall (1292-1358)

He buhezAozañ

Ganet e oa Izabel e 1292. Merc'h e oa d'ar roue Fulup IV ha d'e bried Janed Iañ Navarra. Da zaouzek vloaz e voe kaset da lez Bro-Saoz. En amzer-se e savas bec'h etre ar roue Edouarzh II ha kostezenn e varoned : madoù hag enorioù a roe ar roue d'e vignon Peter Gaveston, kont Kernev-Veur, diwar-goust tiegezhioù uhel ar rouantelezh.

Drouklazhet e voe Gaveston e 1312 gant ar varoned. Ur mignon nevez a voe kavet gant ar roue, anvet Hugh le Despenser. Hennezh avat a zisplije dezhi.