Jañdo Robin
(Adkaset eus Jañ-Do Robin)
Jañ-do Robin, pe Jean-Dominique Robin en-ofisiel, ganet e Rostren e 1956 ha marvet d'ar 1añ C'hwevrer 2021, zo bet mestr-skol divyezhek e Bro-Dreger, kuzulier pedagogel hag enseller an deskadurezh-Stad en Aodoù an Arvor, kelenner en IUFM Sant-Brieg. Bet eo e penn Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg, ha goude-se ezel eus kuzul-merañ ar gevredigezh. Kaner e oa ivez e-barzh ar festoù-noz, gant Louis-Jacques Suignard da skouer. Perzh a gemere e Kuzul Skiantel Ofis ar Brezhoneg. Stourm a rae er gevredigezh France-Palestine Solidarité hag er Jeunesses communistes marxistes-léninistes de France.
Troet en deus levrioù evit ar vugale embannet gant TES, ha kenlabouret gant ar gevredigezh Hipolenn.
Skridoù
kemmañ- Chronologie des principaux textes législatifs et réglementaires relatifs à l'enseignement du / en breton à l'école primaire.
Troidigezhioù
kemmañ- Geoffroy de Pennart, Ar Bleiz tener e galon, TES, 1998.
- Geoffroy de Pennart, Ar Bleiz zo deuet en-dro, TES, 1999.
- Eric Carle, Ar viskoulenn vihan a rae toulloù e pep tra, TES, 2006.
- Antonio Skarmeta, Ar Skrivadenn, TES, 2007.
- Genevièva Paulet, Mont ha dont hepken, TES, 2007
- Ruth Brown, Un Istor teñval-tre, TES, 2012.
- Vyron Barton, Ar yar vihan ruz, TES, 2014.
- Alain Serres, Mandela, paotr Afrika an holl livioù, TES 2015
- Raphaële Frier, Malala, droed ar merc'hed da gaout deskadurezh, TES 2017
Liammoù diavaez
kemmañ- http://www.letelegramme.fr/local/cotes-d-armor/lannion-paimpol/ville/jean-do-robin-ecole-et-breton-ca-l-interpelle-25-09-2012-1849692.php
- Roll al levrioù bugale troet gantañ, e lec'hienn La Baie des Livres : [[1]].
- O vont war e leve