Jacques Gamblin
Jacques Gamblin | |
Jacques Gamblin e festival Canas 2007
| |
Anv ofisiel | Jacques Jean Marie Gamblin |
---|---|
Ganedigezh | 16 a viz Du 1957 Granville ( Bro-C'hall) |
Broadelezh | Gall |
Micher(ioù) | Aktour, saver pezhioù-c'hoari |
Filmoù brudet | Pédale douce (1995), Les Enfants du marais (1999), Mademoiselle (2001) |
Priz(ioù) | Nouveau Talent Théâtre SACD (1995), Der Silberne Bär für den besten Darsteller(Berlinale, 2002) gant Laissez-passer, gwellañ aktour (Festival de la fiction TV de Saint-Tropez, 2003) gant Dissonances |
Jacques Jean Marie Gamblin, bet ganet d'ar 16 a viz Du 1957 e Granville (Manche, Bro-C'hall), a zo un aktour gall.
Sot eo gant ar c'hoariva. Savet en deus pezhioù-c'hoari evel Quincailleries ha Le Toucher de la hanche.
Buhez
kemmañGoude bezañ bet teknikour en ur strollad c'hoariva ez a Jacques Gamblin da studiañ gant ar skipailh Comédie de Caen. Ober a ra e gammedoù kentañ gant Strollad an Totem e Sant-Brieg, a-raok mont war leurenn C'hoariva broadel Breizh e Roazhon. Aet da glask e chañs e Pariz e krog gant ar sinema e 1985.
Dont a ra da vezañ anavezet abalamour d'ar film Tout ça... pour ça ! ha brudetoc'h c'hoazh goude Pédale douce, Les Enfants du marais, Mademoiselle, Laissez-passer, Le Premier Jour du reste de ta vie, hag all...