Jaizkibel
Jaizkibel zo ur menez a 547 m uhelder, dirak ar mor, war aod roc'hellek Gipuzkoa, en Euskal Herria, er reter da gêr Donostia, pe, resisoc'h, etre porzhioù Pasaia (er c'hornôg dezhañ) ha Hondarribia (er reter dezhañ), war lez kleiz aber ar Bidassoa .
Meur a veg-douar zo : evel punta Biosnar, pe punta Turulla, ha Beg ar Fiezenn.
Gwelet e vez eus kêrioù Irun, Hondarribia ha Hendaia er reter, eus Donostia, Pasaia, Errenteria ha Lezo er c'hornôg, hag eus pelloc'h c'hoazh.
Redadeg
kemmañWar hentoù ar menez e tremen bep bloaz ar redadeg war varc'h-houarn Clasica San Sebastian.