Pasaia
kumun Bro-Spagn
Pasaia (an anv euskarek hag ofisiel nemetañ hiziv) pe Pasajes (an anv spagnolek) zo ur gumun hag ur porzh eus proviñs Gipuzkoa, en Euskal Herria. Porzh greantel Donostia eo, er c'hornôg dezhi. Savet eo en-dro d'ul lenn-vor, ha meur a garter zo anezhi.
Karterioù
kemmañPasaia zo teir rann anezhi :
- Pasai Donibane (Pasajes de San Juan e spagnoleg) er reter, e-harz ar menez Jaizkibel. Eno emañ an ti-kêr, ha war-dro 3.500 a dud zo o chom eno. Photos de San Juan
- Pasai San Pedro (Pasajes de San Pedro e spagnoleg) war lez ar menez Ulia. Ma konter Trintxerpe ez eus war-dro 8.000 a dud .
- Pasai Antxo' (Pasages Ancho) en tu all d'an aber, dirak an div gêriadenn zo 4.800 a dud o chom enni.
- Trintxerpe (skrivet Trincherpe e spagnoleg) n'eo nemet ur c'harter eus San Pedro, met kement eo kresket ma vez kontet evel ur pevare karter, goude m'emañ un darn e Donostia.
Poblañs
kemmañ1900 | 1910 | 1920 | 1930 | 1940 | 1950 | 1960 | 1970 | 1981 | 1991 | 2000 | 2005 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
2.856 | 3.571 | 4.772 | 7.519 | 10.024 | 11.773 | 15.036 | 21.130 | 20.696 | 18.314 | 16.884 | 16.104 |