Hegoalde
Hegoalde (eus Hego, kreisteiz, hag alde, tu), pe Hego Euskal Herria, eo an anv euskarek, a vez graet eus al lodenn eus Euskal Herria a zo dindan Rouantelezh Spagn, da lavarout eo peder froviñs Bizkaia, Gipuzkoa, Araba, ha Nafarroa. Al lodenn all, dindan ar Stad c'hall, a vez graet Iparralde, pe "Ipar Euskal Herria", anezhi.
Rannet eo Hegoalde e div rann bolitikel emren:
- Kumuniezh Emren Euskadi, anezhi teir froviñs:
- Kumuniezh Forel Nafarroa
Dre vras e vez lakaet e-barzh ivez:
- Villaverde Turtzioz, un ezklozadur eus Kantabria e proviñs Bizkaia;
- Trebiñu, un ezklozadur eus Kastilha ha León e proviñs Araba.