Ezklozadur
Graet e vez ezklozadur eus un tiriad a aparchant d'ur framm politikel hep bezañ stag outañ dre zouar (inizi er-maez) hag a zo gronnet gant frammoù politikel all. Ur skouer vat eus se eo ar c’horn-bro en-dro da gêr rusian Kaliningrad. Da Gevread Rusia eo met dispartiet eo diouzh ar peurrest eus ar vro gant douaroù stag ouzh Lituania ha Polonia.

D zo un ezklozadur eus B, ha n'eo ket un enklozadur.
Daoust pegen kar eo an daou dermen, un ezklozadur n'eo ket un enklozadur dre ret. Gronnet eo Oblast Kaliningrad gant div vro : Lituania ha Polonia hag harzoù he deus ivez gant ar mor Baltel. Eus an tu all, ezklozadur katalan Llívia zo enklozet e Frañs.
Troet eo an ezklozadurioù da soñjal mui pe vui er frankiz politikel, dreist-holl pa vez pell an ezklozadur eus ar vammvro.
Skouerioù a-vremañAozañ
- Kumun Sant-Yann-Drolimon er vro-Vigoudenn zo ezklozet darn eus he ziriad. Lod eus he douaroù zo gennet etre douaroù kumunioù Ploneour-Lanwern ha Tregeneg. Memes tra a weler evit kumun Brieg he deus un ezklozadur e-barzh kumun Edern.
- Baarle-Hertog, un ezklozadur belgat e-barzh an Izelvroioù e proviñs Brabant an Hanternoz.
- Kêrioù Ceuta ha Melilla, ezklozadurioù spagnol war norzh arvor Maroko en Afrika.
- Kabinda, un ezklozadur hag ur broviñs angolat etre Republik Demokratel Kongo (anvet Zaïre gwechall) ha Republik Kongo.
- Rannvro Dubrovnik e Kroatia.
- Nakhchivan, un ezklozadur eus Azerbaidjan.
- Oecussi-Ambeno, un ezklozadur eus Timor ar Reter gronnet gant douaroù indonezian.
- Alaska, un ezklozadur eus ar Stadoù-Unanet. (Ne gonter ket Hawaii rak mont a ra inizi d'e ober.)
- Point Roberts (Washington) zo un ezklozadur amerikan all stag ouzh gourenez kanadian British Columbia.
- E Massachusetts, n'eo ket stok penn-da-benn kontelezh Norfolk; kêrioù Brookline ha Cohasset zo lodek eus kontelezh Norfolk met gronnet a bep tu gant kontelezhioù all.
- E Colorado, kontelezh Arapahoe he deus daou ezklozadur gronnet gant kontelezh Denver.
- E Kalifornia, kêr ha kontelezh San Francisco o deus un ezklozadur war enez Alameda e bae San Francisco sko ouzh kontelezh Alameda. An tamm douar-mañ zo bet kaoz anezhañ pa'z eus bet ezhomm da gaout tachennoù etre an div gontelezh evit sevel Bon Aervorel Alameda, serret bremañ. N'haller mont d'an tamm douarig digor-mañ nemet dre dreuziñ pont ar Bae o tremen a-dreuz Oakland hag Alameda.
- Stag eo gorre gourenez Michigan ouzh ar Wisconsin dre zouar. Gallout a reer mont di dre goueled ar c'hourenez a-hed 8 km Pont Mackinac.
- Korn gwalarn ar Minnesota zo stag dre zouar ouzh proviñsoù kanadian Manitoba hag Ontario; n'haller mont war-hent d'ar Stadoù-Unanet nemet dre Manitoba.
- Korn-bro Madha eus Oman war strizh-mor Ormoz zo e-barzh an Emirelezhioù Arab Unanet (EAU). Hag un ezklozadur eus an EAU anvet Nahwa zo e diabarzh Madha; dindan aotrouniezh Emirelezh Sharjah emañ. Setu aze ur skouer eus un tamm douarn ezklozet en un ezklozadur all, ha war un dro en enklozet en un enklozadur !
- Temburong zo un distrig eus Brunei distag diouzh rann gornôg vrasañ ar vro, met un ezklozadur eus Brunei eo memes tra. An distrig, evel ar vro hec’h-unan, zo un enklozadur arvorel eus Malaysia.
- Kokkina zo un ezklozadur bihan-tout eus an emanvet Republik Turk Kiprenez an Norzh.
Skouerioù istorelAozañ
- Prusia ar Reter, un ezklozadur alaman e-pad Republik Weimar: dispartiet eo bet diouzh Alamagn goude ar brezel bed 1añ, pa'z eus bet roet harzoù war ar mor da Bolonia en-dro. Diwezhatoc’h eo bet rannet Prusia ar Reter etre Polonia ha Rusia (sellet ouzh Kaliningrad a-us).
- E-touez ar skouerioù eus ezklozadurioù d'ul live isvroadel e c’haller menegiñ kontelezhioù hengounel Flintshire e Kembre ha Cromartyshire e Skos.
- Ezklozadurioù Dol; brudet e oa arc’heskopti Dol dre e ezklozadurioù niverus.