Tregeneg

kumun Penn-ar-Bed

Tregeneg a zo ur gumun er Vro Vigoudenn, e kanton Ploneour-Lanwern, e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh.

Tregeneg
Iliz al Lae
Iliz al Lae
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Tréguennec
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Pont-'n-Abad (betek 2015)
Ploneour-Lanwern (abaoe 2015)
Kod kumun 29292
Kod post 29720
Maer
Amzer gefridi
Stéphane Morel
2020-2026
Etrekumuniezh Su ar Vro Vigoudenn
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 312 ann. (2022)[1]
Stankter 32 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 53′ Norzh
4° 20′ Kornôg
/ 47.88, -4.33
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 53 m
Gorread 9,61 km²
Lec'hiañ ar gêr
Tregeneg

Douaroniezh

kemmañ
  • Erwan Vallerie ː Tregaenoc, c 1330; Trefgaennuc, 1368; Trefgaennec, Treffguaennec, 1368; Tregunec, &516; Treguenec, 1536; Trequence, 1630; Trèguenec, 1709

Gerdarzh

Ardamezioù

kemmañ
  • En gul e vleiz tremenant en aour, lagadek en gul; e gab koñchek a bemp pezh gwriet en glazur, karget gant peder brizhenn erminig ivez en aour, ha skoret gant pemp bezantenn kenstag ivez en aour.
  • Mervel a reas 25 gwaz eus ar gumun, eleze 3,44% ag he foblañs e 1911,abalamour d'ar brezel[3].
  • Mervel a reas pemp den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
  • Brudet eo Tregeneg ivez evit al labouradeg vili bet aozet e 1943 el lec'h anvet Prad ar C'hastell e-pad an Eil Brezel Bed. Hiziv an deiz ne chom nemet dismantroù dirapar, met da vare ar brezel e rankas paotred ar vro labourat eno, tra ma oa aozet un ti-gar da gas ar bili a-benn sevel blockhausioù war aodoù ar C'hwec'hkorn. An Aozadur Todt eo a rae war-dro. Tud ar vro a gendalc'has da implijout ar bili betek 1948, a-benn sevel tiez. Hiziv an deiz ez eo difennet groñs dastum bili war an aod.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Un iliz katolik a zo e penn nec'h Tregeneg, el lec'h anvet Penn an Iliz. Un iliz katolik all a zo un tammig pelloc'h er vourc'h pa'z eer war-du an aod. Pelloc'h c'hoazh, a-raok al lec'h anvet "ar Stank", emañ chapel Sant Vio. En he c'hichen ez eus ur maen hag a veze implijet gant maouezed ar vro: pa ne zeuent ket a-benn da zougen e teuent da frotañ outañ.
  • Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[5]. Dioueliet e voe d’an 19 a viz Gwengolo 1922[6].
  • War aodoù Tregeneg ez eo degemeret ar re a fell dezho rouzañ en o noazh.
  • "Sistr Tregeneg" a zo dour pe doursistr[7]. Talvezout a ra an droienn ivez evit un dra ha n'hall ket bezañ.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
  le Bastard,

aotrounez Kergifineg

En argant e deir dreustell en gul, leinet gant teir brizhenn erminig

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 49.
  3. Memorial Genweb
  4. Memorial Genweb
  5. Memorial Genweb
  6. Université de Lille
  7. Per Perennou, Marig, adkemeret gant Keleier, kannadig kumun Ploneour-Lanwern, niv.36, 2013, p.23.