Jakez Perrot
Jakez Perrot (Jacques Perrot er marilhoù-kêr), ganet d'an 27 a viz Du 1804 e Sant-Pabu ha marvet d’an 13 a viz Genver 1877 e Taole, a oa ur beleg katolik eus Bro-Leon hag en deus skrivet meur a dra e brezhoneg. Sevel a reas kempennadur kresket Buhez ar Saent, Glaoda Marigo an oberour orin, a reas berzh bras e tiegezhoù Breizh Kornôg ur c’hantved-pad. Sinañ a rae Barz Taole pe P., curé de T.
Buhez
kemmañAnvet e voe da gure e Rekourañs e 1829, bloavezh e velegiezh hag e 1837 e voe anvet da berson Plougonvelen, e 1849 da berson Porspoder hag e 1855 da berson Taole. Eno e varvas e 1877.
Oberour relijiel
kemmañBrudet eo dreist-holl dre m'en deus adembannet Buhez ar Sent an aotrou Marigo, kempennet gantañ. Embannadur kentañ Buhez ar Sent kempennet gant J. Perrot a voe graet e 1846 ha meur a adembannadur a voe war-lerc'h. El levr-se e kaver "buhez meur a sant a Vreizh pere n'edont ket el levrioù Buhez ar Sent moullet a-raok", evel Goulven, Gouenoù pe Jaoua.
Barzh awenet
kemmañKemer a reas an anv-pluenn Barzh Taole. Un nebeud barzhonegoù a skrivas Jakez Perrot hag embannet e voe e-barzh '’L’Océan ha Feiz ha Breiz. Awenet mat int diouzh ali Lukian Raoul. Koulskoude ne reas ket gant reizhskrivadur ar Gonideg hag e lakaas e anv d’ar gevredigezh, Breuriez Breiz Izel[1], krouet e 1869 gant Yann-Vari ar Skourr a-enep Teodor Kervarker.
Oberennoù
kemmañLevrioù kristen
kemmañ- Buhez ar Zœnt lakeat e brezounec Leon gant an aotrou Perrot person a Blougonvelen, Brest, Ti-moullerezh Lefournier, 1846, VIII-808 p. 8 adembannadur d’an nebeutañ hervez Lukian Raoul ha Yves Le Berre.
- Mis Mari, mis nevez great gant an aot. Perrot, person Taule, misioner apostolic, Landerne, Ti-moullerezh Desmoulins, 1859.
- Hent ar groaz tennet eus a levriou St Alphons de Liguori ha troet e bresonec gant ur bælec eus a escopti Kemper, Brest, Ti-moullerezh Lefournier, 1862.
- Katekis historic, eil loden, ar guenta loden zo lakeat pell zo e brezonnec, Montroulez, Ti-moullerezh Ledan, 1864.
- Histor Joseph hac histor Toby, tennet eus an Histor Zantel a lakeat e brezonnek gant an Aotrou P., Brest, Ti-moullerezh Le Fournier, 1865. Kresket an eil embannadur.
Barzhoniezh
kemmañTroidigezh
kemmañ- Buez santez Germena Cousin, guerc'hez ha mesaerez (diwar Vie de sainte Germaine Cousin, vierge et bergère[2], 1868), J. Haslé, 1869
Levrlennadurezh
kemmañ- Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien vrezhonek, Brest, Embannadurioù Al Liamm, 1992. Pennad Perrot, Jacques.
Pennadoù nes
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Breuriez Breiz a oa anv ar gevredigezh barzhed ma rene Kervarker warnañ, gant un tamm uhelded a-hervez.
- ↑ Vie de sainte Germaine Cousin, vierge et bergère