Jambalaya (kan)
Ur pennad Jambalaya zo ivez.
Jambalaya (On the Bayou) zo ur ganaouenn saoznek gant Hank Williams e 1952.
Dont a ra an anv eus ar meuz anvet jambalaya, a vez aozet gant tud Louisiana. Kaoz zo enni eus ar boued fardet gant ur plac'h anvet Ivonne.
Brudet eo an diskan "son of a gun, we'll have big fun on the bayou" . Kanet eo bet gant Jerry Lee Lewis dreist-holl, met gant tud all ivez : Brenda Lee, Creedence Clearwater Revival .
E galleg
kemmañMeur a stumm gallek zo bet:
- komzoù gallek gant Fernand Bonifay, kanet gant Lucienne Delyle en 1953
- komzoù gallek all gant Hugues Auffray
- kanet gant Eddy Mitchell en e albom Jambalaya, en 2006.
Lennegezh
kemmañMeneget eo meur a wech el levr Lisey's Story, gant Stephen King, e 2007.
Da selaou
kemmañ- Gant Hank Williams: http://www.youtube.com/watch?v=xnKOVPXhlnE&feature=related
- Gant Jerry Lee Lewis : https://www.youtube.com/watch?v=GAuZtwVnRWo&list=RDMDj7VfU3368&index=7
- Gant Emmylou Harris :[1]
- Gant John Fogerty : [2]
- Gant Conjunto San Antonio (e saozneg ha spagnoleg) ! [3]
- Gant ur paotrig 4 bloaz: [4]