James Harden-Hickey
James Harden-Hickey (1854 e San Francisco - 1898 El Paso) a oa ur Stadunanad, skrivagner gallek ha saoznek, hag emanvet Priñs Trinidad.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | James I |
Anv ganedigezh | James Aloysius Harden |
Anv-bihan | James |
Anv-familh | Harden |
Lesanv | Saint-Patrice |
Deiziad ganedigezh | 8 Kzu 1854 |
Lec'h ganedigezh | San Francisco |
Deiziad ar marv | 9 C'hwe 1898 |
Lec'h ar marv | El Paso |
Doare mervel | Emlazh |
Abeg ar marv | intoxication |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | skrivagner |
Bet war ar studi e | École Spéciale Militaire de Saint-Cyr |
E vuhez
kemmañGanet e oa e 1854 e San Francisco. Stadunanad e oa e dad, ha gall e vamm. Dre ma oa feuls kêr San Francisco en amzer-se, gant ar glaskerien aour, e voe kaset da Bariz d'ober e studi. Eno e voe trellet gant pompadoù lez ha galloud Napoleon III. Skoliet e voe gant ar Jezuisted e Belgia. Studier e voe en Alamagn e Leipzig. Mont a reas da skol c'hall ofisourien Saint-Cyr, da 19 vloaz, hag e 1875 e teuas e-maez anezhi gant notennoù mat-kenañ. Ur pennadig goude e varvas e dad. Tri bloaz war-lerc'h e timezas dar gontez Saint-Pery ha daou vugel o doe. Galleg eus ar c'hentañ a gomze, klezeiata mat a rae, ha stag e oa da skrivañ romantoù.
Skrivagner
kemmañEn Euthanasia: The Aesthetics of Suicide, e tifenne an emlazh. Eus ar gomz ez eas d'an ober, d'an 9 a viz C'hwevrer 1898, en ul leti en El Paso, ma kemeras morfin a-leizh goude leuskel ul lizher d'e wreg.
Oberennoù
kemmañembannet e voe ar romantoù-maén dindan an anv Saint Patrice:
- Un Amour Vendéen
- Lettres d'un Yankee
- Merveilleuses Adventures de Nabuchodonosor Nosebreaker
- Un Amour dans le Monde
- Mémoires d'un Gommeux