Ganet e oa Jan Ullrich, d’an 2 a viz Kerzu 1973, e Rostock (d'ar c'houlz en DDR), e dad a oa mañsoner hag abred-tre, e 1979, e oa tec'het diouzh an tiegezh ; e-se e voe desavet Jan gant e vamm ha breudeur.

Jan Ullrich
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn, Republik Demokratel Alamagn Kemmañ
Bro sportAlamagn Kemmañ
Anv-bihanJan Kemmañ
Anv-familhUllrich Kemmañ
MoranvDer Kaiser Kemmañ
Deiziad ganedigezh2 Kzu 1973 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRostock Kemmañ
KarGeorg Steinhauser Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Michermarc'hhouarner Kemmañ
Savlec’h c’hoari pe spesialdedredadeg a dennadoù, rouleur Kemmañ
Ezel ar skipailh sportT-Mobile, Team Bianchi, T-Mobile Kemmañ
Kleñvedattention deficit hyperactivity disorder Kemmañ
Sportmarc'h-houarn Kemmañ
Prizioù resevetSilbernes Lorbeerblatt, German Sportspersonality of the Year, German Sportspersonality of the Year, Vélo d'Or Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.janullrich.de/ Kemmañ

Reder marc'h-houarn a vicher eo bet eus ar bloaz 1995 betek 2006, kentañ reder alaman eo bet da c’hounit Tro bro C’hall e 1997, hag an hini nemetañ, betek-henn.

Gwelet e veze evel enebour pennañ Lance Armstrong, er bloavezhioù 2000, 2001, ha 2003 ; da eil eo bet renket, dres goude hemañ. Eilvet e oa bet e 1996, 1998, ha trede e 2005. C’hwec’h gwech eo bet war ar podiom, ha gant-se eo pignet alies a-walc'h warnañ. Maget ez eus bet kalzig a spi ennañ abalamour d’e zreist barregezhioù, red eo lavaret koulskoude, n’eus ket bet an eurvad da vout enoret muioc'h, ha dreist-holl rak an aferioù drammaj deuet d'ober reuz.

Diwar un amprouadenn TDN e 2006 e oa bet prouet e oa anezhañ ur pratik d’ar mezeg Fuentes, bet en afer Puerto. Rebechet ez eus bet dezhañ nonpas labourat a-zevri war ar gourdonañ, bezañ ur beg bras, un tammig dibalamour, hag un diouer a skiant-vicherel.

Buhez koublad

kemmañ

Bevet en deus e Suis, e-tal kichen lenn Konstanz. E-kichen Palma de Majorca e reas e annez e 2016. Ur verc’h en deus bet gant e wreg kentañ, Gaby he anv. Gant Sara Steinhauser eo bet eus 2006 da 2018. Tri mab o deus asambles.

Karierenn amatour (1983-1994)

kemmañ

E Rostock e oa kroget da droadikellat gant ar c’hlub Dynamo Rostock. Da 11 vloaz e voe trec’h, evit ar wech kentañ. Bet eo en ur skol war ar sport e Berlin. Kroget en doa e stummadur war ar sport en amzer Republik Demokratel Alamagn (DDR). Goude 1989 e voe serret e skol sport, ha setu eñ d’en em gavout e-barzh klub Hamburg ma chomas betek 1994. E 1993 e voe kampion ar bed velo amatour en Oslo. E 1994 e voe gourdonet gant Becker hag e stagas gant skipailh Deutsch Telekom. E 1995 e voe kampion Alamagn evit ur redadeg ouzh an horolaj. E-touesk an dek reder kentañ ec'h echuas, evit tro Bro-Suis. 1996 ec'h echuas eilvet n Tro Bro-C’hall, oc’h echuiñ kentañ er redadeg ouzh an horolaj, dirak Miguel Indurain, pennreder an ampoent evit seurt redadegoù, gant 56 eilenn paket warnañ.