Jaufré Rudel, pe Jaufre Rudèu (c. 1113 e Blaia - c. 1170) a oa un denjentil hag un troubadour okitan. Lesanvet e oa "priñs Blaia", diwar ar gêr ma oa ganet. Aotrou Blaia e oa Jaufré Rudel, war-lerc'h e dad, met e-pad ur pennad e voe lamet e zomani digantañ pa oa bet distrujet mogerioù kêr gant Gwilherm IX Akitania. Perzh a gemeras Rudel en Eil Kroaziadeg.

Jaufré Rudel war varc'h, diwar un dornskrid eus Levraoueg Vroadel Bro-C'hall.

Skrivañ a reas kanaouennoù karantez en hanterenn gentañ an XIIvet kantved ha brudet eo da vezañ kanet "l'amor de lonh" ("ar garantez a bell"), da lavaret eo ar garantez dibosupl.

Ne ouzer ket kalz a dra diwar-benn e vuhez. Kontañ a reer e stagas da sevel barzhonegoù er bloavezhioù 1120. Goude bezañ bet e lez kont Poatev en em droas war-zu lez beskont Ventadorn. Kontañ a reer e vije marvet er Reter Nesañ, ma oa kouezhet e karantez, e Tripoli, gant ar gontez Hodierna, unan eus merc'hed Baldoen II, roue Jeruzalem.

Seizh barzhoneg diwar zorn Jaufré Rudel zo chomet betek ennomp, ha pevar anezho gant notennoù sonerezh.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.