Jean-Baptiste Colbert
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Jean-Baptiste Colbert a zo ganet d'an 29 a viz Eost 1619 e Reims (Bro-C'hall) ha marvet d'an 6 a viz Gwenholon 1683 e Pariz (Bro-C'hall).
Ur politikour e oa ha maodiern e teuas da vezañ dindan ren Loeiz XIV. Bez e voe kontroller meur an arc'hant etre 1665 ha 1683, Sekretour Stad evit Ti ar Roue ha sekretour Stad d'ar morlu etre 1669 ha 1683. Kregiñ a ra gant servij ar roue pa varv e zifenner Mazarin, boutañ a ra kreñv war ar roue Loeiz XIV a-benn dic'hrasiañ e kevezer Nicolas Fouquet. Enaouer ha difenner ur bolitikerezh ekonomikel emellour ha kenwerzherier (a vezo lesanvet colbertisme) reiñ a ra an tu d'ar c'henwerzh ha d'ar greanterezh da gemer nerzh er Frañs gant krouidigezh stalioù-labour ha monopoloù roueel, stadel.
Colbert a vez laret evel awenet gant mennozhioù Barthélemy de Laffemas, ekonomikour ha kuzulier Herri IV ; Laffemas en devoa roet lañs d'ar c'henwerzh trevadennel ha da greanterezh gwiadennoù, an daou skourr kenwerzh a zedenno Colbert kalz, gant mererezh an arc'hant foran pezh a lakao anezhañ da vezañ diaz d'ar rouantelezh c'hall. Arabat meskañ anezhañ gant e vab Jean-Baptiste Colbert, markiz Seignelay
Bugaleaj hag orinoù
kemmañJean-Baptiste Colbert a voe ganet en ur familh kenwerzhourien ha bankourien pinvidik, poelladennerien hag uzulierien eus kêr Reims. Ar familh a noblañs izel a glaske bezañ anavezet evel hêr d'ur familh noblañs kozh ha brudet eus Bro Skos, ne voe ket kavet prouenn istorel anat ebet d'al lavarioù-se.