Jean-Baptiste de Lubersac

Jean-Baptiste-Joseph de Lubersac a oa bet eskob Treger eus 1775 da 1780.

Poltred en iliz-veur Landreger

Genidik e oa eus Bro-Lemojez.

En gul e vleiz tremenant en aour

Vikel-vras arc'heskopti Arle e oa pa voe anvet da eskob Landreger er bloaz 1775. E chapel kastell Versailhez e voe sakret d'ar 6 a viz Eost er bloaz-se. E-pad e eskobiezh e anavezas chaloni iliz Landreger, an aotrou Sieyès, hag a voe brudet goude. Ne oa ket deuet gwall alies da Landreger. D'ar 15 a viz Genver 1780 e voe anvet da eskob Chartrez.

Divroañ a eure e-pad an Dispac'h gall, da Vro-Saoz da gentañ, ha da Alamagn goude. E 1801 e roas e zilez d'ar pab Pi VII.
Pa voe distro da Vro-C'hall e voe anvet da chaloni Sant-Denez e 1806.

Er bloaz 1822, oadet a 82 vloaz, ez eas Jean-Baptiste-Joseph de Lubersac da Anaon.

Eskob e oa bet war-lerc'h Jean-Augustin de Frétat de Sarra.

Augustin-René-Louis Le Mintier a oa deuet war e lerc'h.