Jean-Jacques Hénaff

Jean-Jacques Hénaff, ganet e 1938, a zo ur greantour breizhat. Meret eo bet gantañ betek 2010 an embregerezh Jean Henaff SAS, hag a brodu ar fourmaj-kig Henaff.

Ganet eo d'an 10 a viz Meurzh 1938 e Pouldreuzig, er Vro-Vigoudenn, e Breizh. Goude e studioù e skol Itron-Varia Benhorz e Pouldreuzig, e Sant-Youenn e Kemper, ha goude-se e skolaj Stanislas e Pariz, ez a gant studioù kenwerzhel en ESSEC e-lec'h ma teu e-maez gant e ziplom e 1960. Kenderc'hel a ra gant e hentad skol-veur er Stadoù-Unanet, e Skol-Veur Oregon ha goude-se en École technique de la conserve e Pariz. Kargiad eus ar renerezh eo bet eus 1963 da 1972, abaoe 1972 ez eo kadoriad pennrener ar bouedvirerezh Jean Hénaff.

Prezidant an Union interprofessionnelle patronale evit Penn-ar-Bed eo bet (1987-1990), hag ezel eus ar Commission Industrie-Commerce eus ar CNPF adalek 1986 betek 1992 eo bet. En Urzh an Erminig eo. Resevet eo bet en Ordre national du Mérite, bet en deus bet ar Mérite agricole ha marc'heg Lejion a enor Frañs eo. Ezel eo eus ar Club des Trente, hag unan eus saverien Ensavadur Lokarn.

Liammoù diavaez kemmañ

Lec'hienn ofisiel an embregerezh Henaff

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.