Jean-Luc Bleunven, ganet d'an 20 a viz Kerzu 1958 e Plabenneg, zo ur politikour ha stourmer breizhat katolik eus an tu-kleiz. Dilennet e oa bet da gannad evit trede pastell-vro Penn-ar-Bed (Goueled Leon) gant 52,29 % eus ar mouezhioù en eil tro d'ar 17 a viz Even 2012. Etre 2008 ha 2014 e oa maer (tu-kleiz) kumun Plabenneg ha besprezidant ar gumuniezh kumunioù anvet bro an Aberioù etre 2011 ha 2014. Goude-se ez eo distroet ar gumun a zehoù goude dilennadegoù miz Meurzh 2014. Trec'het eo bet en eil tro an dilennadegoù kannad gant Didier Le Gac (En Marche!) p'en deus rastellet hennezh 39,31% eus ar mouezhioù[1].

Jean-Luc Bleunven
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanJean-Luc Kemmañ
Anv-familhBleunven Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Kzu 1958 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPlabenneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Kargkannad gall, Q65505280, Q66500888 Kemmañ
Lec'h labourPariz Kemmañ
Strollad politikelmiscellaneous left Kemmañ

Goude bezañ bet o vont gant meur a vicher, Jean-Luc Bleunven en devoa adkemeret tiegezh e dud e 1986. Stourmer eo bet er Confédération paysanne evit ar vicher, bez eo ivez stourmer e kevredigezhioù. Brezhoneger eo ha kaset en deus e vugale da skolioù Diwan. Kroget e oa gant ar politikerezh e ti-kêr Plabenneg e 1985. C'hwec'h bugel en deus bet, an holl anezho skoliataet e Diwan.

Jean-Luc Bleunven ha François Cuillandre maer Brest e -pad an Tonnerres de Brest d'ar 14 a viz Gouhere 2012

Tad Perrine Bleunven eo.

Levrlennadur

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ