Jean-Marc de Royère

Jean-Marc de Royère (1727 - 1802) a oa bet eskob Treger etre 1767 ha 1772.

JEAN-MARC-DE-ROYERE.jpg

BuhezAozañ

Genidik e oa eus bro Perigord. Vikel-vras Arras e oa pa oa bet anvet da eskob Treger, war-lerc'h Joseph-Dominique de Cheylus, d'ar 1añ Genver 1767. Sakret e oa bet e Pariz d'ar 26 Ebrel 1767.

Bleinet en eus Stadoù Breizh e Montroulez er bloaz 1772. Klemm a reas ouzh ar Roue abalamour da gresk an tailhoù.

 
En gul e deir dreustell brizhet

Kaset e voe da g-Castres d'an 28 Gouere 1772.

E-kerzh an Dispac'h gall e tivroas da vro Spagn, ha da Bortugal.

Mont a reas da Anaon e manati Alcobaça d'ar 24 Mae 1802.

Jean-Augustin de Frétat de Sarra a oa deuet da eskob Treger war e lerc'h.

LevrlennadurAozañ

  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960