Joseph-Dominique de Cheylus

Joseph-Dominique de Cheylus a oa bet eskob Treger eus 1762 da 1766.

Joseph-Dominique de Cheylus

Genidik e oa eus Avignon; dean iliz Lisieux hag abad Cormeille e voe.

Deut e oa war-lerc'h Le Borgne de Kermoran war gador eskob Treger; sakret e oa bet e Pariz d'ar 25 Ebrel 1762.

Kaset e oa bet da Caors d'an 22 Kerzu 1766, ha goude se da Bayeux e 1776.

Jean VIII Marc de Royère e zeuas war e lerc'h war gador eskopti Treger.

En glazur e zelfin en argant kurunet en aour ouzh dehoù, hag ur c'hadgi savant en aour gwakoliek en gul ouzh kleiz, o zaou penn ouzh penn

Divroañ e reas e-kerzh an Dispac'h gall da Jerzenez, e-lec'h ma'z eas da Anaon d'an 22 C'hwevrer 1797.

Levrlennadur

kemmañ
  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014