Jean-Pierre Vincent
Jean-Pierre Vincent, ganet e Plelann-Veur e 1936, a zo bet kelenner fizik hag un ezel a-bouez eus Kendalc'h.
Red buhez
kemmañAbred ec'h emezelas e Kelc'h Keltiek Roazhon renet gant Pêr Roy d'ar mare-se.
Chom a reas e-pad pell unan eus animatourien bennañ ar c'helc'h.
Kelenner fizik, e kemeras perzh e-pad un ugent vloaz bennak e stummadur kelennerien ar skolajoù.
Ur roll pouezus en deus bet e buhez Kendalc'h. Adalek 1965 e voe prezidant Unvaniezh Kevredigezhioù Kendalc'h Roazhon (Union locale des Associations rennaises Kendalc'h) a zeuas da vezañ an UPRACB goude.
Kemer a reas perzh e krouidigezh Ti-Kendalc'h e Sant-Visant-an-Oud (Kreizenn Pêr Roy da c'houde).
Prezidant Skeudenn Bro-Roazhon eo bet e-pad pell.
E 2003 e teuas da vezañ prezidant Coop Breizh war lerc'h Yvonig Gicquel.
E-pad 15 vloaz eo bet prezidant ar gevredigezh Breizh-Kembre.
Resevet en deus Kolier an Erminig 2006.
Mammennoù
kemmañ- Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran Embanner, 2013.