Jean Giraud
Jean Giraud | |
---|---|
![]() Jean Giraud e 2008 | |
Anv | Jean Giraud |
Alias | Gir, Mœbius |
Ganet | 8 a viz Mae 1938 e Nogent-sur-Marne (Bro-C'hall) |
Marvet | 10 a viz Meurzh 2012 e Pariz (Bro-C'hall) |
Broadelezh | ![]() |
Micher | treser, senarier |
Diplomet | Skol an arzoù pleustrek |
Brudet evit | Blueberry, L'Incal, Le garage hermétique, Arzach, Métal Hurlant |
Enorioù | en holl 19 priz disheñvel : 3 friz e festival bannoù-treset Angoulême, 2 Eisner Award |
Lec'hienn | http://www.moebius.fr/ www.moebius.fr |
kemmañ ![]() |
Jean Henri Gaston Giraud (8 a viz Mae 1938 e Nogent-sur-Marne - 10 a viz Meurzh 2012 e Pariz[1]) a oa un treser hag ur senarier bannoù-treset. Anavezet e veze gant e anv hag ivez gant daou anv-pluenn : Mœbius ha Gir.
Gant an anvioù Jean Giraud ha Gir e krouas istorioù Blueberry, evel treser, a-gevret gant ar senarier Jean-Michel Charlier. War-lerc'h marv hemañ e kendalc'has e-unan, koulz treser ha saver istorioù. En albomoù kentañ e oa levezonet bras gant e vestr Jijé, a drese ar rummad western Jerry Spring, met tamm-ha-tamm e kavas e stil dezhañ e-unan.
Gant an anv Mœbius, kemeret gantañ en enor August Möbius hag e seizenn vrudet, ec'h ijinas bannoù-treset skiant-faltazi evel Le Garage hermétique, Arzach, pe L'Incal (hemañ diwezhañ gant Alejandro Jodorowski da senarier). Gant ar bannoù-treset-se e voe anavezet er bed a-bezh, ha priziet bras e voe e labour gant treserien comics koulz ha gant treserien manga. Disheñvel e oa stil tresañ Mœbius diouzh hini Gir avat, daoust ma c'haller gwelet mui-ouzh-mui doareoù Mœbius war zoare-tresañ Gir. E-touez krouerien an ti-embann « Les Humanoïdes Associés » e voe hag ivez e-touez krouerien ar gelaouenn Métal hurlant. Kemer perzh a reas e sevel filmoù evel Alien ivez.
NotennAozañ
Liammoù diavaezAozañ
- Lec'hienn ofisiel
- « Docteur Giraud et Mister Mœbius » atersadenn e lec'hienn ar gelaouenn Focus + portfolio
- Mœbius, le seigneur de l'anneau pennad-kaoz hir e lec'hienn "le Nouvel Observateur", miz Here 2010
- Interview Mœbius - L’éternel voyageur video e lec'hienn fascineshion.com