Jean-Michel Charlier
Jean-Michel Charlier a zo ur senarier bannoù-treset eus Belgia, ganet e Liège d'an 30 a viz Here 1924 ha marvet e Pariz d'an 10 a viz Gouhere 1989. Unan eus brudetañ senarierien ar "Skol BT gall-ha-belgian" eo, ha moarvat an hini brudetañ evit an istorioù gwirvoudel, gant istorioù luziet ha kaset war-raok eus ar c'hentañ, stag alies ouzh keleier o mare. Labouret en deus dreist-holl evit ar c'helaouennoù Spirou ha Pilote.
Rummadoù pennañ
kemmañA-douez e labour e c'haller menegiñ dreist-holl:
- Blueberry, treset gant Jean Giraud. Ur western.
- Buck Danny, treset gant Victor Hubinon. Istorioù karrnijerien eus an US Navy.
- Tanguy et Laverdure, treset gant Albert Uderzo, Jijé, ha reoù all c'hoazh, karrnijerien eus an aerlu gall.
- La Patrouille des Castors, treset gant MiTacq. Istorioù skouted.
- Jacques Le Gall, treset gant MiTacq, istorioù ur c'hrennard.
- Barbe-Rouge, treset gant Victor Hubinon. Istorioù pirated.
- Marc Dacier, treset gant Eddy Paape. Istorioù ur reporter.
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) [1]