Skoutelezh
Ar skouted (ger hag a zeu eus ar saozneg "scout", hemañ o tont eus ar galleg kozh "escoute" o talvezout "anaouder") a zo ul luskad bedel evit ar re yaouank. Krouet eo bet e 1907 gant Lord Robert Baden-Powell. Hiriv an deiz ez eus muioc'h eget 38 milion a skouted ha gid (merc'hed) e 217 bro, eus a bep relijion, dileuriet gant un nebeud kevredigezhioù el live bedel.
Al luskad a zo diazezet war deskadurezh talvoudegezhioù kreñv evel ar genskoazell hag an doujañs. E bal eo sikour ar re yaouank da grouiñ o fersonelezh o tiorren anezho ez-fizikel, ez-speredel hag ez-relijiel, evit ma teufent da vezañ keodedourien oberiant er gevredigezh. Kement-se a vez graet dre charreoù en diabarzh met dreist-holl en natur. En em harpañ a ra ar skouted ouzh ul lezenn hag ur bromesa.
Ar skouted ha gid o deus etre 11 ha 17 vloaz, met e Bro-C'hall d'an nebeutañ e vez eus al "louvetaux/jeannettes" er skol kentañ-derez, hag eus ar "routiers/guides aînées" goude al lise.
Orin
kemmañSoñjal a reas Baden-Powell er skouted evit ar wech kentañ e-pad seziz Mafeking, e Suafrika, e-pad an Eil Brezel Boers (1899-1902) pa oa-eñ ofiser. Gant kalz a gorvigell hag a galon e teuas a-benn da saveteiñ kêr, hag a oa seziz warni abaoe 217 devezh, gant armeoù enebour peder gwech niverusoc'h. Baden-Powell a implijas krennarded kêr evit ma kasfent kemennadennoù war droad pe war varc'h-houarn, evit evezhiañ, bezañ santinel pe c'hoazh anaouderien.
Dre se e prouas Baden-Powell e oa gouest ar re yaouank da gas kefridi da benn adal ma vefe fiziet enno. Anvet e voe neuze major-jeneral gant ar rouanez, ha skrivañ a reas ul levrig anvet "Aids to scouting" a oa graet evit ar soudarded.
Levrlennadur
kemmañ- KOSTIOU Jeremi, Skaouted, kengred gant an Nepal, e-barzh Ya !, niv. 436, miz Here 2013, p. 10.