Jean-Marc de Royère
(Adkaset eus Jean Marc de Royère)
Jean-Marc de Royère (1727 - 1802) a oa bet eskob Treger etre 1767 ha 1772.
Buhez
kemmañGenidik e oa eus bro Perigord. Vikel-vras Arras e oa pa oa bet anvet da eskob Treger, war-lerc'h Joseph-Dominique de Cheylus, d'ar 1añ Genver 1767. Sakret e oa bet e Pariz d'ar 26 Ebrel 1767.
Bleinet en eus Stadoù Breizh e Montroulez er bloaz 1772. Klemm a reas ouzh ar Roue abalamour da gresk an tailhoù.
Kaset e voe da g-Castres d'an 28 Gouere 1772.
E-kerzh an Dispac'h gall e tivroas da vro Spagn, ha da Bortugal.
Mont a reas da Anaon e manati Alcobaça d'ar 24 Mae 1802.
Jean-Augustin de Frétat de Sarra a oa deuet da eskob Treger war e lerc'h.
Levrlennadur
kemmañ- Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960