Jeffrey Epstein
Jeffrey Epstein [ˈd͡ʒɛfɹi ˈɛpstiːn], ganet d’an 20 a viz Genver 1953 e Brooklyn ha marvet d’ar 10 a viz Eost 2019 e Manhattan da 66 vloaz, a oa un den a aferioù ha torfedour revel stadunanat.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Jeffrey Epstein |
Anv ganedigezh | Jeffrey Edward Epstein |
Anv-bihan | Jeffrey |
Anv-familh | Epstein |
Deiziad ganedigezh | 20 Gen 1953 |
Lec'h ganedigezh | Brooklyn |
Deiziad ar marv | 10 Eos 2019 |
Lec'h ar marv | Metropolitan Correctional Center, New York City, New York |
Doare mervel | assisted suicide, muntr |
Abeg ar marv | krougañ, strangling |
Lec'h douaridigezh | Star of David Cemetery |
Tad | Seymour G. Epstein |
Mamm | Pauline Epstein |
Breur pe c'hoar | Mark Epstein |
Kompagnun(ez) | Ghislaine Maxwell |
Den heverk | Ghislaine Maxwell |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Place of detention | Metropolitan Correctional Center, New York City |
Kondaonet evit | solicitation |
Micher | den a aferioù, kelenner, banker |
Implijer | Bear Stearns, Jeffrey Epstein VI Foundation |
Bet war ar studi e | Courant Institute of Mathematical Sciences, NYU, Cooper Union, Lafayette High School |
Lec'h annez | Little Saint James, Palm Beach, Herbert N. Straus House |
Perc'henn war | Jeffrey Epstein's "little black book" |
Hashtag | Epstein |
Kregiñ a reas gant e vuhez vicherel evel kelenner war ar matematik ha skiantoù fizik en Dalton School, ur skol brevez eus karter an Upper East Side, e New-York. An darempredoù skoulmet gant kerent e skolidi a sikouras anezhañ da vezañ tutaet er bank postañ Bear Stearns. E vicher gentañ e bed an arc’hant e voe.
Yaouankiz ha red-micher
kemmañYaouankiz
kemmañGanet e oa Jeffrey en ur familh yuzev eus ar renkad etre e Brooklyn. Seymour G. Epstein, tad Jeffrey, a laboure e servij an takadoù e kêr New York.
- Pauline Epstein ha Seymour G. Epstein a zimezas e 1952 e Brooklyn.
Red-micher
kemmañJeffrey Epstein a gomañsas e red-micher war dachenn an arc’hant goude bezañ bet kelenner matematik ha skiantoù fizik en Dalton School e Manhattan er bloavezhioù 1970. E-mesk e skolidi e oa bugale Alan C. Greenberg, prezidant ar bank Bear Stearns, hag en deus digoret dorioù e embregerezh dezhañ evit bezañ degemeret e bed an arc'hant.
E 1976 e cheñchas micher evit dont da vezañ “trader” e ti Bear Stearns, o labourat er rann “produioù ispisial” hag e rann ar strategiezh fiskal evit ar pratikoù pinvidikañ.E ti Bear Stearns e reas berzh buan, ha dont a reas da vezañ ezel kevelet e 1980. Daou vloaz goude e roas lañs d’e embregerezh mererezh arc’hant J. Epstein & Co.
Gounit a reas buan pratikoù en o aez, ha merañ a reas fredoù en tu all d’ur miliard a zollaroù. Koulskoude, kaset e voe e red-micher pell war-raok gant Leslie Wexner, krouer The Limited. Roet e voe dezhañ gant Wexner mererezh e arc’hant personel, ar pezh en deus sikouret staliañ doare bevañ pompadus Jeffrey, sur a-walc’h.
A-hed ar bloavezhioù e savas Jeffrey kalz liammoù gant tud levezonek, politikourien evel Bill Clinton peurgetket, ha tud eus ar roueelezh evel ar priñs Andrew, dug York. Ar perc’hentiezhoù niverus en doa dre ar bed hag e veajoù prevez gant e garr-nij o deus lakaet dezhañ da vezañ anavezet evel ur miliardour levezonek ha kevrinus.
Koulskoude, adalek penn-kentañ e red-micher e oa kalz brudoù war ar fed e plije dezhañ ar merc’hed yaouank, ar pezh en deus degaset diskred warnañ adal ar bloavezhioù 2000. E gavandennoù gant tud vrudet ha personelezhioù a renk uhel kenañ o deus miret anezhañ e-kreiz ar vrud, memes goude e varv e 2019.
Torfedou reizhel
kemmañJeffrey a zo bet tapet gant an FBI e 2019 evit bezañ bet e-barzh ur rouedad etrebroadel gistierezh oc’h emplegañ tud yaouank. E-keit ma oa o c’hortoz e brosez evit trafik tud yaouank e voe kavet marv e-barzh e gell en toull-bac’h, ar pezh a lako fin d’an argerzhadur a-enep dezhañ. E vestrez, Ghislaine Maxwell, a zo bet kondaonet da 20 vloaz toull-bac’h evit trafik revel ha disleal e 2022.
Levriou
kemmañ- "Filthy Rich : The Billionaire's Sex Scandal - The Shocking True Story of Jeffrey Epstein" gant James Patterson : al levr-mañ a zispleg an afer Epstein dre ar munud, displegañ a ra tu ar reuzidi.
- "Epstein : Dead Men Tell No Tales" par Dylan Howard, Melissa Cronin, ha James Robertson : un enklask don war marv Jeffrey Epstein ha war darvoudoù tro-dro e vuhez hag e dorfedoù.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- The New York Times
- The Washington Post
- https://vault.fbi.gov/jeffrey-epstein Rentan kont an FBI
- rentañ-kont an Department of Justice er Stadou unanet
- Ouest france: Marv Jeffrey Epstein : piv oa an American pinvidik hag a oa tammalet eus tagadennou seksuel war tud yaouank?
- Le Figaro: piv oa Jeffrey Epstein, ar miliarder marv, tamallet eus "trafic sexuel" war minorezed ?