Jennifer Lawrence e 2016

Jennifer Shrader Lawrence, ganet d'ar 15 a viz Eost 1990, zo un aktourez stadunanat. En holl ez eus bet rastellet $6 miliard dre ar bed-holl gant he filmoù, ha bez eo bet an aktourez paeet an uhelañ dre ar bed e 2015 ha 2016. Lawrence zo bet ouzhpennet e listenn ar c'hant den o deus ar muiañ a levezon er bed hervez Time Magazine e 2013 hag e listenn Forbes Celebrity 100 e 2014 ha 2016. Roll brudetañ Jennifer Lawrence a chom hini Katniss Everdeen en heuliad filmoù Hunger Games (2012–2015).

Jennifer Lawrence evit ar 83vet Academy Awards e 2011

Buhez personelAozañ

E 2010 he doa gouzañvet diwar an iCloud leaks of celebrity photos, pa oa bet embannet war internet degadoù a boltriji noazh eus outi. Lawrence a oa bet kounnaret hag embannet he doa ne oa ket ar poltriji-se da vezañ reoù foran. Graet he deus eus al leak un "torfed reizhel" hag "ur gwallerezh reizhel". Ouzhpennet he devoa e oa arvesterien ar skeudennoù-se da gaout mezh rak kemer a raent perzh en torfed. Lawrence zo bet "desavet Republikan", met meur a wech he deus kavet abeg er strollad republikan a-fet gwirioù ar merc'hed. Enebet a-grenn eo bet ouzh prezidantelezh Donald Trump. Embannet he devoa e 2015 e vefe "fin ar bed" ma vefe dilennet.

Liammoù diavaezAozañ