Jeon Mi-seon
Jeon Mi-seon, ganet d'ar 7 a viz Kerzu 1970 hag aet da Anaon d'an 29 a viz Even 2019, a oa un aktourez sukorean. Brudet e oa hi evit rolloù a-eil e filmoù sinema pe filmoù skinwel ha stiradoù skinwel evel en Memories of Murder (2003), Moon Embracing the Sun (2012), hag Hide and Seek (2013), Jeon Mi-seon a voe bet fiziet enni un nebeud rolloù penn bras evel en Love Is a Crazy Thing (2005).

Jeon a voe adkavet marv en un hostel e Jeonju d'an 29 a viz Even 2019, hervez ar polis ez eo un emlazh. Oadet e oa a 48 vloaz.