Joaquín Murrieta

(Adkaset eus Joaquín Murieta)

Joaquín Murrieta (skrivet ivez Murieta pe Murietta) (1829 – 1853), lesanvet Robin Hood El Dorado, a oa un den a veve e Kalifornia da vare an Diskrap war an Aour. Hervez ar savboentoù disheñvel e vez taolennet evel ul laer pe evel un den a stourme ouzh damani pounner ar saoznegerien e Kalifornia. Difenn a rae ar vengleuzierien baour a oa spagnolegerien ouzh ar gringos a glaske lakaat o c’hrabanoù war ar mengleuzioù.

Ne ouzer ket kalz traoù diwar e benn hag a bep seurt istorioù zo bet kontet. Hervez lod e oa eus Chile. Bremañ e kav d’an darn vrasañ eus an istourien e oa genidik Murrieta eus stad Sonora.

Moarvat ez eo gant tudenn Murrieta eo bet awenet ar skrivagner Johnston McCulley en deus skrivet troioù-kaer Zorro, embannet e 1919. Un toullad filmoù zo bet savet diwar-benn an dudenn-se ivez e Mec’hiko hag e SUA.

Lennegezh

kemmañ

Kaoz zo anezhañ e meur a oberenn lennegel spagnolek ha saoznek :

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ