Jobig Koad

Jobig Koad, pe Joseph Coat, (Montroulez, 26 Gouere 1789 - 23 Gwengolo 1858), a oa micherour e labouradeg ar butun e Montroulez. Skrivañ a reas pezhioù-c'hoari ha lakaat pezhioù gallek e brezhoneg ivez. C'hoari pezh a rae e-unan ha ren a reas ur strollad krouet gantañ e Montroulez. Hervez Anatol ar Braz en doa savet ouzhpenn tri c'hant pezh-c'hoari e brezhoneg, a zo chomet e stumm dornskridoù[1].

Tad e oa da Visant Koad (1845-1908), skrivagner brezhonek ivez.

OberennoùAozañ

  • Tragédie a bue Huon a Vourdel (1824)
  • Cahier deus a Conquejou Charlemagne (1825)
  • Plac'h ar pemp Amourouz (etre 1826 ha 1831)
  • Cahier Trajedi deus a Vue Yan a Baris
  • Cahier a Vue Geraldi (1827)
  • Tragedien sant Guillarm, condt deus a Poetou (moullet e 1815 ha 1872)

NotennoùAozañ