John Cale
John Cale a zo ur soner, ur sonaozour hag ur produour sonerezh bet ganet d'an 9 a viz Meurzh 1942 e Crynant (Bro-Gembre). A bep seurt sonerezh en deus bet sonet, ha kenlabouret en deus gant ur bern tud disheñvel. Brudet eo ivez evit bezañ sonet er strollad rock anvet The Velvet Underground.
E vuhez
kemmañYezh-vamm John Cale eo ar c'hembraeg. Mengleuzier e oa e dad, ha skolaerez e vamm. Pa oa yaouank e tiskouezas e oa barrek war ar seniñ. Kaset e voe neuze da Goldsmith College Londrez evit deskiñ seniñ violoñs, gitar ha piano. E 1963 e tapas yalc'had Leonard Bernstein ha neuze e voe gouest da vont da skol-sonerezh Eastman e Tanglewood (Massachusetts). Eno e teskas ar sevel tonioù. C'hwec'h miz war-lerc'h en em stalias e New York, hag eno e kejas gant John Cage. Asambles e kemerjont perzh e sonadeg Vexations (Erik Satie), ur sonadeg arnodiñ a bad 18 eurvezh. Kejañ a reas ivez gant Tony Conrad, Aaron Copland ha La Monte Young hag asambles e rejont war-dro an Dream syndicate (Theater of Eternal Music). Er memes koulz e krogas ivez da vezañ dedennet gant ar sonerezh rock, hag e kejas gant Lou Reed.
John Cale ha The Velvet Underground
kemmañJohn Cale ha Lou Reed a savas The Velvet Underground e 1965. D'ar mare-se e oa anvet ar strollad The Primitives, ha ganto e oa Conrad (Dream Syndicate) ha Walter De Maria, ur c'hizeller hag a oa ivez soner binvioù-tos. De Maria ha Conrad a yeas kuit buan a-walc'h. A-drugarez d'e stummadur war ar sonerezh klasel modern e tegasas Cale ur bern elfennoù da sonerezh The Velvet Underground. Asambles gant Lou Reed e labouras war div bladenn gentañ ar strollad. War an div bladenn e kanas, hag e sonas touchennaoueg ha violoñs. Met dizemglev a savas buan etre eñ ha Lou Reed, ha Cale a guitaas The Velvet Underground e 1968.
E-unan
kemmañE 1970 e krogas da seniñ e-unan hag e teuas er-maez e bladenn gentañ, anvet Vintage Violence. E 1971 e savas ur bladenn sonerezh randonus anvet Church of Anthrax, asambles gant ar sonaozour amerikan Terry Riley. Ar memes seurt sonerezh a reas war ur bladenn all anvet Academy in Peril. E 1972, e sonas asambles gant Nico ha Lou Reed er Bataclan (Pariz). E 1973 e lakaas embann Paris 1919, hag a zo gwelet evel unan eus pennoberennoù ar bloavezhioù 1970. Distreiñ a reas da Londrez, hag e sinas ur gevrat gant an ti-embann Island Records. Kenlabourat a reas gant Nico (pladenn : June 1, 1974 ) pe c'hoazh Brian Eno (pladenn : Fear).
Ouzhpenn lakaat embann pladennoù e produas arzourien liesseurt evel Squeeze, Patti Smith, Sham 69, The Stooges ha The Modern Lovers.
Da-geñver un diskouezadeg gouestlet da Andy Warhol e sonas e Fondation Cartier (Pariz) e 1990. E 1993 e troas gant The Velvet Underground adstrollet, ennañ Cale, Lou Reed, Maureen (Moe) Tucker ha Sterling Morrison. Ur bladenn live a voe embannet da heul an droiad, : Live MCMXCIII he zitl.
E 1999 e sonas e Kerdiz da-geñver krouidigezh bodadeg vroadel Bro-Gembre. E vuhez a gont en ul levr kenskrivet Victor Bockis, hag anvet What's Welsh for zen?.
Pladennoù gant The Velvet Underground
kemmañ- 1967 : The Velvet Underground and Nico
- 1968 : White Light/White Heat
- 1985 : VU
- 1986 : Another View
- 1993 : Live MCMXCIII
- 1995 : Peel Slowly and See, The Velvet Underground
- 2003 : The Very Best of the Velvet Underground
E bladennoù (e-unan)
kemmañ- 1970 : Vintage Violence
- 1972 : The Academy in Peril (Reprise)
- 1973 : Paris 1919
- 1974 : Fear
- 1975 : Slow Dazzle
- 1975 : Helen of Troy
- 1977 : Guts
- 1979 : Sabotage / Live (live)
- 1981 : Honi Soit
- 1982 : Music for a New Society
- 1983 : Caribbean Sunset
- 1984 : John Cale Comes Alive (live)
- 1985 : Artificial Intelligence
- 1989 : Words for the Dying
- 1991 : Even Cowgirls Get the Blues (live)
- 1991 : Paris s'éveille
- 1992 : Fragments of a rainy season (live)
- 1993 : 23 Solo Pieces pour La Naissance de L'Amour
- 1994 : N'oublie pas que tu vas mourir
- 1994 : Seducing Down the Door
- 1995 : Antartida
- 1996 : Walking on Locusts
- 1997 : Eat / Kiss : Music for the Films of Andy Warhol
- 1998 : Somewhere in the City
- 1999 : The Unknown
- 1999 : Le Vent de la nuit
- 1999 : Close watch : An Introduction to John Cale
- 2003 : HoboSapiens
- 2005 : Process
- 2005 : BlackAcetate
- 2007 : Circus Live
- 2012 : Shifty Adventures in Nookie Wood
- 2016 : M:FANS
- 2023 : Mercy
Kenlabour gant sonerien all
kemmañ- 1967 : Chelsea Girl, Nico : Kenbroduour, sonaozour
- 1969 : The Marble Index, Nico : produour, soner ha kenaozer
- 1969 : The Stooges, Iggy Pop & The Stooges : produour
- 1971 : Church of Anthrax, Terry Riley : produour, soner ha kenaozer
- 1971 : Desertshore, Nico : produour, soner ha sonaozour
- 1974 : June 1, 1974 (live), Kevin Ayers, Brian Eno et Nico
- 1974 : The End, Nico : produour, soner ha kempenner
- 1975 : Horses, Patti Smith : produour
- 1978 : Re Bop, Marie et les garçons : produour
- 1981 : Drama of Exile, Nico : produour, kempenner ha soner
- 1990 : Songs for Drella, Lou Reed (enor da Andy Warhol) : kaner, soner ha sonaozour
- 1990 : Wrong Way Up, Brian Eno : kempenner, soner ha sonaozour
- 1991 : Louise Féron, Louise Féron : produour
- 1994 : Last Day on Earth, Bob Neuwirth : produour, kaner, soner ha sonaozour
- 1995 : The Rapture, Siouxsie and the Banshees : produour
- 1996 : In Paradisu, Les nouvelles polyphonies Corses : produour
- 1996 : Nostalgia, Ivan Kral : sonaozour
- 2002 : Positions, Trash Palace : kaner, soner ha sonaozour