Patricia Lee Smith, anavezetoc'h evel Patti Smith, ganet e Chicago (Illinois, SUA) d'an 30 a viz Kerdu 1946, 'zo kanerez rock ha barzhez. Hec'h albom kentañ, Horses, 'zo un arouez eus prantad an new-wave en New York hag unan eus diazezoù ar sonerezh Punk.

Patti Smith
Patti Smith e Finland, 2007

Anv Patricia Lee Smith
Ganet 30 a viz Kerzu 1946
Chicago (Illinois, SUA)
Micher(ioù) kanerez
Doare(où) punk, new wave
Benveg(où) gitar, treujenn-gaol
Bloavezhioù oberiant 1973-bremañ
Label(ioù) Arista (1975-2002), Columbia (abaoe 2002)
Lec'hienn ofisiel http://www.pattismith.net/

Endro Television, CBGB, R.E.M.

Abred a-walc'h oa deut da vevañ en New York evit kregiñ gant he arz, ar varzhoniezh da gentañ. Tamm-ha-tamm eo en em lakaet da gejañ gant arzourien all, evel Robert Mapplethorpe, fotograf a-bouez en Amerika an hanternoz. Gant Lenny Kaye, soner gitar, eo e komañs hec'h istor e bed ar sonerezh. E-pad tri bloazh o deus kenlabouret evit kinnig abadennoù: hi o tibunañ hag eñ o seniñ. E 1973 oant en em lakaet da labourat ivet gant ur soner piano, Richard Sohl, hag evel-se o doa krouet "Patti Smith group", anvet 'vel-se dre ma oa he labour e-kreiz ar jeu. O zri koulskoude a oa plijet gant ar memes muzik, rock: Jimi Hendrix, The Rolling Stones... Setu oant en em lakaet d'ober sonerezh 'seurt-se ivez. Ur "single", paeet gant Robert Mapplethorpe, o deus embannet evel-se, warnañ div ganaouenn: Hey Joe (Hendrix) ha Piss Factory.

D'ar mare-se o deus kroget da seniñ er CBGB's, ur c'hlub brudet en New York, e-lec'h ma vo brudet ivez a-bep seurt strolladoù punk ha new-wave all.

Daou soner ouzhpenn neuze: Ivan Krall ha Jay Lee Daugherty, ha buan a-walc'h, un albom: Horses, warnañ ur skeudenn eus Patti Smith war-sav, gant ur sell dismegañsus un tamm. Un darvoud a-bouez kenañ e istor ar rock. Hirie c'hoazh e lavar ur bern arzourien int bet levezonet gant an albom-se, ennañ ur ganaouenn gant Van Morrison, Gloria, a zo deuet da vezañ ken anavezet hag ar ganerez marteze.

Nebeut goude e voe embannet "Radio Ethiopia", a oa re dost marteze ouzh an albom kentañ, e-lec'h ma kaver ar ganaouenn Pissing in a river, hag e-lec'h ma ra Patti ar pezh a rae war al leurenn abaoe pell: seniñ, gant ar gitar, met n'eo ket evit an ton - hennezh eo labour Lenny Kaye. Ar gitar, evit ar varzhez, a zo un arm, ne oar ket c'hoari, met en em lezel a ra da vont gant ar c'hordennoù evit kas ar selaouer betek ur stad all.

Daou goulz a zo e istor sonerezh Patti Smith:

  • The Patti Smith Group, 3 albom, prantad kentañ.
  • an eil prantad, abaoe 1996.

Etre an daou brantad-se oa Patti Smith o tesevel he bugale hag o chom e Detroit gant he gwaz, Fred Sonic Smith, eus ar strollad MC5. Hennezh en doa desket dezhi c'hoari gitar ha seniñ an dreujenn-gaol. Bremañ e implij ar benveg evel ur gitar: evit kas ar selaouer d'ur santimant, d'ur stad disheñvel, ha n'eo ket evit an ton. En hec'h albom diwezhañ, Twelve, e kaver ur prantad treujenn-gaol dibar er ganaouenn Are You Experienced (Hendrix). E-pad ar prantad-se ivez e embannas an albom "Dream of life", ennañ ar ganaouenn People Have the Power.

Adkregiñ a reas en gwirionez gant he labour e 1996 gant an albom Gone Again, goude marv he gwaz, unan eus he breudeur, Todd, he mignon Robert Mapplethopre ha Richard Sohl. Gone Again a zo neuze un albom savet tro-dro d'ar marv, gant ur ganaouenn evit Kurt Cobain, met ivez ur pezh pladenn rock, gant distro John Cale, produer Horses, ur ganaouenn savet gant Jeff Buckley.

Er memes bloavezh e kemeras perzh e albom R.E.M. "New Adventures in Hi-Fi".

Gant Peace And Noise, ar bloaz goude, e tistro d'ar politikerezh, o tifenn da skouer, gwirioù Tibet. Gung Ho a gendalc'ho war an dachenn-se, ha Trampin' e 2004, a roas tro dezhi da stourm a-enep ar brezel en Irak.

E Gouel an Erer Kozh, en Karaez, d'ar 24 a viz Gouere 2004, he deus lavaret en ur gregiñ ar sonadeg: "We should like to thank everyone in France who marched against the attack on Irak by the Bush administration."

Eviti e servij an arz, ha dreist-holl ar rock 'n' roll, da lakaat an dud d'en em soñjal, da cheñch, da stourm.

Twelve a ro tro dezhi da adembann kanaouennoù rock o deus ur brud bras, met ivez un dalvoudegezh ken bras e-keñver sonerezh hag e-keñver ar pezh a dalvez ar c'homzoù: The Boy in the Bubble (Paul Simon) ha Gimme Shelter (The Rolling Stones), a zo da skouer ennañ.

Sonerien Patti Smith abaoe 1996: Lenny Kaye, Jay Lee Daugherty, Tony Shanahan, Oliver Ray, Jackson Smith.

Albomoù

kemmañ

Pladennoù

Pladennoù live, dastumadegoù

He levrioù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.