Jones
pajenn disheñvelout Wikimedia
Un anv-tiegezh saoznek eo Jones, stankoc'h e Kembre .
Istor
kemmañGerdarzh
kemmañDiazezet eo war an anv John, heuliet gant merk saoznek ar perc'hennañ ('s), evel a gaver en anvioù Andrews, Daniels, Davies, Edwards, Griffiths, Howells, Matthews, Owens, Peters, Richards, Roberts, Williams, ha re all.
Anaout a reer ivez ar stumm Johns.
Yezhoù all
kemmañKar eo d'an anvioù
- Johnson, Fitzjohn, savet ivez diwar John,
- hag ivez da Johanson, Jansen, er yezhoù kar germanek
- ha da Abyann e brezhoneg (damc'hallekaet en Abjean).
E Kembre
kemmañAn anv stankañ e Kembre eo Jones, ken e kreder a-wechoù eo un anv kembreat a orin.
Roet e oa gant ar velestradurezh saoz da galz tud dre ma oa re luziet an anvioù kembraek dezhi.
Tud
kemmañ- Gwelout ar pennad Jones (anv-tiegezh) .
- Kazetennerien
- Livourien
Embregerezhioù
kemmañ- Dow Jones & Company, ur gompagnunezh hag a ra war-dro embannadurioù ha titouroù en-dro d'an arc'hant
- Peter Jones, unan eus ar stalioù brasañ ha brudetañ e Londrez.
Filmoù
kemmañ- Carmen Jones, ur gomedienn war gan eus 1950, tennet he sonerezh eus opera Georges Bizet Carmen.
- Davy Jones, un dudenn a faltazi eus ar filmoù Pirates of the Caribbean
- Indiana Jones, un heuliad filmoù birvidik, anvet diouzh un henoniour,
Lec'hanvadurezh
kemmañAnv meur a lec'h eo Jones e SUA