Joseph (Józef, Iosif) Cukierman[1] a zo bet ganet e 1899-03-28, nepell eus Białystok (Polonia), ha marvet e Bro-C'hall e 1941.

Mestrc'hoarier echedoù poloniat-gall.

Trec'h e voe en eil kampionad Moskov (Unaniezh Soviedel) e 1920-1921. Bevañ a reas e Białystok ; e penn-kentañ ar bloavezhioù 20 e voe trec'h en ur c'hampionad eno. Divroañ a reas evit mont da Vro-C'hall.

E 1928 e voe eilvet-trede a-gevred gant Schwarzmann ha goude Abraham Baratz, e Pariz(Bro-C'hall). E 1929 e voe 5vet-6vet e Pariz(dont a reas ar maout gant Savielly Tartakower). E 1930, Josef Cukierman a drec'has e Pariz, dirak Savielly Tartakower. Cukierman a voe kampion Bro-C'hall e Pariz e 1931. 6vet e voe e Pariz e 1933, Aleksandr Alekhin o vout an hini kentañ. E 1938, Cukierman a voe trede goude José Raúl Capablanca ha Nikolaz Rossolimo e Pariz.

E-pad an Eil brezel bed en em zistrujas e 1941.

Partiennoù dedennus

kemmañ
  1. Archives départementales du Tarn, commune de Castres, année 1940, table décennale décès 1933-1942, acte n°550, vue 92/267