Judit gant he matezh (Artemisia Gentileschi, Firenze)
taolenn gant Artemisia Gentileschi
(Adkaset eus Judit gant he matezh)
Giuditta e la sua ancella (Judit gant he matezh) | |
Artemisia Gentileschi, 1618-19 | |
Eoullivadur war lien | |
114 × 93,5 cm | |
Galleria Palatina, Palazzo Pitti, Firenze | |
Firenze | |
Italia | |
Judit gant he matezh (Giuditta con la sua ancella, en italianeg) zo un daolenn gant al livourez italian Artemisia Gentileschi, anezhi un eoullivadur 114 cm x 93,5, savet war-dro 1618-19 ha miret e Firenze, er Galleria Palatina er Palazzo Pitti.
Amañ e weler Judit, ar vaouez eus an Testamant Kozh, goude dezhi bezañ lazhet ar jeneral Holofern, kleze he muntr ganti en he dorn, penn Holofern e paner he matezh.
Un daolenn all zo gant an arzourez ma welomp anezho o-div o tibennañ an den: [1].