Julia Maesa
Julia Maesa (7 a viz Mae a-raok 160 - war-dro 224) a oa un impalaerez roman, bet anvet da Augusta ha hi Arabez a orin. C'hoar henañ Julia Domna e oa, hag impalaerez e voe war he lerc'h. Levezon bras he doe en hec'h amzer, hini an diarniezh Severus.
He buhez
kemmañGanet e oa Julia Maesa en Emesa (Homs hiriv), e Siria, anezhi merc'h henañ Julius Bassianus, beleg meur Templ an Heol, an doue-heol El-Gabal. C'hoar henañ Julia Domna e oa, ha hounnezh a voe impalaerez araozi.
Goude dimezet he c'hoar d'ar senedour Septimius Severus e teuas hennezh da vout impalaer. Ha setu hi c'hoar-gaer d'an impalaer eta, ha moereb d'an daou vab kenimpalaer Caracalla ha Publius Septimius Geta. Mont a reas neuze da Roma, da vevañ gant he c'hoar.
E Roma
kemmañE Roma edo o chom e lez he c'hoar. eno e timezas d'ur senedour roman, a orin sirian, Julius Avitus, a voe konsul, ha div verc'h o doe : Julia Soaemias ha Julia Mamaea, hag ar re-se a voe mammoù da bep a impalaer all, Elagabal ha Severus Alexander.
He fried a voe roet dezhañ kargoù uhel, ma veze ret dezhañ mont ha dont dre an impalaeriezh alies, ha hi n'ae ket d'e heul. Gwelloc'h e kave chom e Roma da verniañ arc'hant. Ur guzulierez a-bouez e teuas da vezañ e-kichen he breur-kaer, an impalaer Septimius Severus, ha goude gant e vab Caracalla.
He div verc'h o devoa ur renk uhel el lez, hag o friedoù sirian o doa kargoù uhel evel gouarnerien proviñs ha konsuled, ha pried Julia a uhelae e renk war un dro gant hini o merc'hed, eus renk ar varc'hegerien da hini ar senedourien.
Distro da Emesa
kemmañE 217, goude drouklazhet an impalaer Caracalla, ha savet Macrinus da impalaer, en em lazhas he c'hoar Julia Domna, mamm an impalaer, kollet ganti pep galloud, marvet he fried hag he mibien diganti, taget gant ar c'hrign-bev. Ha Julia Maesa da Siria war he giz. Met ne oa ket bet harluet gant an impalaer nevez Macrinus, a laoskas he madoù ganti.
Julia Maesa neuze a iriennas da ziskar Macrinus evit lakaat he mab-bihan, mab d'he merc'h Julia Soemia, Sextus Varius Avitus Bassianus, da impalaer. Evit kreskiñ ar chañs da gas an taol da benn-vat e vrudas e oa mab bastard da Caracalla, an impalaer bet lazhet gant Macrinus.
Etre 219 ha 221 eo Julia Maesa a renas an impalaeriezh, gant skoazell Comazon, anvet da prefed ar pretor. He mab-bihan Eliogabal ne rae nemet war-dro an aferioù relijiel, evel beleg meur an doue Elagabal a oa pouezusoc'h dezhañ eget e garg a impalaer.
Buan e savas kaz ouzh Eliogabal e-touez ar senedourien hag ar bretorianed. E vamm-gozh a glaskas ober skol dezhañ, e vamm avat a savas a-du gantañ. Eñ a zimezas d'ur vestalenn, un torfed hervez ar relijion roman, hag evit mirout, emezi, ouzh emsavadegoù hec'h alias Julia Maesa Eliogabal da gemer evel evel Caesar (da lavarout eo evel kenimpalaer) e genderv 14 vloaz, Alexianus, adanvet Severus Alexander.
Aozerez ren
kemmañEn 222 e klaskas Elagabal lazhañ e « vab » (hag a oa e genderv). Gant bennozh Julia Maesa, e voe un taol-dispac'h gant ar bretorianed da reiñ harp da Severus Alexander. Drouklazhet e voe Eliagabal hag e vamm Julia Soaemias. Ha Julia Maesa neuze da ginnig he mab-bihan all da Augustus, war zigarez, emezi, e oa mab ivez da Caracalla ha d'e geniterv all Julia Mamaea.
He marv
kemmañMervel a reas Julia Maesa e Roma 226, ha savet da zoueez e Siria.
He merc'h, an impalaerez Julia Mamaea, mamm an impalaerez, a gemeras he c'harg.