Septimius Severus (146-211), pe Lucius Septimius Severus Augustus e anv leun, a oa un impalaer roman hag a renas adal 193 betek e varv. Sevel a reas d'ar galloud goude marv an impalaer Pertinax e 193, e-pad Bloavezh ar Pemp Impalaer.

Septimius Severus

E vuhez

kemmañ

Ganet e voe e 146 e Leptis Magna, 100 km er gevred da gêr Kartada, e proviñs roman Africa, war aod ar Mor Kreizdouar, en un tiegezh a renk uhel. Mab e oa da Publius Septimius Geta, a orin fenikian ha berber, ha da Fulvia Pia[1] a orin italian. Marc'heien ha senedourien a oa bet er familh, tad e dad a oa bet prefed Leptis a-raok bout kentañ duumvir pa deuas ar geoded da vout trevadenn roman en amzer an impalaer Trajan.

Hervez Dion Cassius e oa bihan a vent, treudik, birvidik, ha tavedek. Komz a re latin gant pouez-mouezh punek e vro, ha brizhkredennus e oa.

E 172 e voe anvet da senedour gant an impalaer Marcus Aurelius. Prokonsul Tarraconense e voe entre 178 ha 180. E 190 e voe anvet da gonsul.

Dimezet e oa da Paccia Marciana, hogen mervel a reas digantañ. E 187 ec'h addimezas da Julia Domna, arabez eus Siria, a oa bet diouganet dezhi e timezje d'ur roue. Domna a oa merc'h d'un den pinvidik, Julius Bassianus, beleg meur Templ an Heol en Emesa. Daou vab o doe : L. Septimius Bassianus "Caracalla" ha Publius Septimius Geta.

Brezel diabarzh (193-197)

kemmañ

Pertinax

kemmañ

D'an 31 a viz kerzu 192 e voe drouklazhet an impalaer Commodus gant iriennerien a ginnigas d'ar prefed Pertinaxkemer ar galloud, goude kinnig anezhañ d'ar bretorianed ha d'ar Sened. Ha Helvius Pertinax da reiñ un donativum d'ar bretorianed, hag ar sened da reiñ ar galloud dezhañ. Buan avat e welas e oa goullo arc'h an impalaeriezh ha klask a reas pellaat ar bretorianed diouzh ar galloud hag o lakaat da sentiñ ouzh reolennoù ar genurzh. Tri d'an 28 a viz Meurzh 193 e voe drouklazhet gant ur bagad pretorianed emsavet.

Trec'h war Didius Julianus

kemmañ

Didius Julianus a glaskas kemer ar galloud ... .

Trec'h war Pescennius Niger

kemmañ
 
... Roma.

Er reter, Pescennius Niger,

Trec'h war Clodius Albinus

kemmañ

En Enez Vreizh Clodius Albinus,

E varv ha goude

kemmañ

Mervel a reas en Eboracum, e Britannia, e 211, goude bet o vrezeliñ ouzh ar Bikted. E zaou vab a renas war e lerc'h, dizemglev etrezo, ma voe lazhet Geta gant e vreur henañ Caracalla e miz Kerzu 211.

En Istor Breizh

kemmañ

En Historia Regum Britanniae ar C'hembread Jafrez Menoe[2] eo meneget e anv evel senedour.

Pennad kar

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994. p. 69
  2. Troidigezh ar skrid e saozneg: http://www.yorku.ca/inpar/geoffrey_thompson.pdf.