Clodius Albinus
Decimus Clodius Septimius Albinus a oa ur jeneral en arme roman Britannia hag a voe anvet da impalaer e penn kentañ miz Genver 196. En em lazhañ a reas d'an 19 a viz C'hwevrer 197 goude emgann Lugdunum.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Henroma |
Anv e yezh-vamm an den | Decimus Clodius Albinus |
Praenomen | Decimus |
Nomen | Clodius, Septimius |
Cognomen | Albinus |
Deiziad ganedigezh | 150 |
Lec'h ganedigezh | Hadrumetum |
Deiziad ar marv | 19 C'hwe 197 |
Lec'h ar marv | Lugdunum |
Doare mervel | Emlazh, Kastiz ar marv |
Tad | Ceionius Postumius |
Mamm | Aurelia Messalina |
Bugel | Pescennius Princus |
Gens | Ceionia gens, Septimia gens |
Yezhoù komzet pe skrivet | latin |
Micher | politiker |
Karg | senedour roman, Roman governor, konsul |
Prantad | Impalaeriezh roman uhel |
E vuhez
kemmañGanet e oa, a greder, etre 140 ha 150, e Hadrumentum, en Afrika, ha genidik eus Roma e vije bet e dud. Koulskoude e c'halljent bezañ bet Afrikaned romanekaet kenkoulz all.
Lakaet e voe gant Marcus Aurelius e penn ul lejion, ha stourm a reas e 175 e Bitinia a-enep Avidius Cassius. Pretor e oa e 180, ha konsul (suffectus) etre 190 ha 193. Kaset e voe gant Commodus da gemer penn an arme roman en Enez Vreizh (teir lejion anezhi).
Sevel e reas a-enep Didius Julianius, en devoa prenet an impalaeriezh. Degemer a reas an titl a gaesar (= eil impalaer) roet dezhañ gant Septimius Severus, ha konsul boutin d'e heul e 194.
Goude trec'hiñ war Pesciennus Niger e 195, en em savas Septimius Severus a-enep Clodius Albinus. Abalamour da se e voe anvet hennezh da impalaer e penn kentañ 196 gant arme roman Britannia, gant skoazell re Germania, Galia, hag Hispania. Tremen e reas e Galia, hag en em staliañ e Lugdunum (Lugdunum ad Rhodanum).
Septimius ne zaelas ket evit ober brezel. Mont a reas da C'halia dre ar Jura, dre hent Pontarlier-Besançon, hag en em gavout e Tournus, e-lec'h ma voe trec'h war arme Albinus.
D'ar 17, pe 19 a viz C'hwevrer 197, an div arme e oa penn ouzh penn evit an eil gwech. Herve Cassius Dio, 150 000 soudard roman a stourmas. Hir e voe an emgann. A-benn ar fin e voe trec'h arme Septimius war hini Albinus.
Clodius Albinus en em lazhas gant e c'hougleze.
Septimius e lakas troc'hañ e benn dezhañ, hag e gas da Roma, evit diskouez e oa echu gant ar brezel hag e oa eñ an trec'her hag impalaer dre wir.
Septimius e lakas ivez lazhañ familh Albinus, hag ar re a oa a-du gantañ, ha 29 senedour e Roma. Lugdunum a voe kemeret ha devet[1].
Prederouriezh
kemmañErnest Renan, da zisplegañ komzoù ar c'hristen Tertulianus, en deus lavaret ː
Mais, vraiment, en quoi Septime Sévère était-il plus légitime qu'Albin et que Pesciennus Niger ? Il réussit mieux qu'eux, voilà tout. Le principe chrétien ː "Il faut reconnaître celui qui exerce le pouvoir", devait contribuer à établir le culte du fait accompli. La politique libérale ne doit rien et ne devra jamais rien au christianisme.
Ac'hanta, perak e oa Septimius Severus reishoc'h hervez al lezenn eget Albinus ha Pesciennus Niger ? deut eo a-benn gwelloc'h egeto, ha setu holl. Ar reolenn gristen ː "Ret eo ober gant hini hag emañ ar c'halloud gantañ", e oa enni staliañ azeulerezh an taol peurc'hraet. Ne zle ket ha ne zleo biken netra uhelvennad al librentez d'ar gristeniezh[2].