Julio Llamazares

skrivagner spagnol

Julio Llamazares, ganet d´an 28 a viz Meurzh 1955 e Vegamián, e Proviñs León, e Spagn, zo ur skrivagner ha kazetenner spagnolek

Ganet e oa nebeut amzer a-raok ma voe beuzet e gêriadenn gant stank ar stêr Porma. Goude distruj Vergamián e yeas ar familh da chom da Olleros de Sabero. E vugaleaj en div gêriadenn-se zo pouezus en e oberenn. Aotreet war ar Gwir, e tilezo ar vicher-se evit gouestlañ e vuhez d´ar c´hazetennerezh dre skrid ha dre c´hleweled e Madrid, e-lec´h m´emañ o chom.

En 1983 e krogas skrivañ Luna de lobos (Loar bleizi), e romant kentañ (1985), y e 1988 eh embannas La lluvia amarilla (Ar glav melen). Escenas de cine mudo (Arvestoù Sinema mut) e 1994 zo unan eus e oberennoù pouezus all.

Lennegezh beajoù

kemmañ
  • El río del olvido (Stêr an ankounac´h)(1990)
  • Trás-os-montes (1998)
  • Cuaderno del Duero (1999)

Esaeoù: El entierro de Genarín, 1981 ha Los viajeros de Madrid, 1998)

Pennadoù kazetennerezh

kemmañ

En Babia, 1991 ha Nadie escucha.

Romantoù ha danevelloù

kemmañ
  • Luna de lobos (1985),
  • La lluvia amarilla (1988),
  • Escenas del cine mudo (1994),
  • En mitad de ninguna parte (1995), danevelloù
  • Tres historias verdaderas (1998), danevelloù
  • El cielo de Madrid (2005), romant

Barzhonegoù

kemmañ
  • La lentitud de los bueyes (1979)
  • Memoria de la nieve (1982)

E brezhoneg

kemmañ
  • Kroashent-houarn hep kloued, danevell tennet eus En mitad de ninguna parte, troet gant Gwenael Emelyanoff, in Al Liamm nn 385, 2011.