Kàng (tommerezh)
Kàng (sinaeg : 炕 kàng ; manchoueg : ᠨᠠᡥᠠᠠ nahan ; kazakeg : кән kan) a reer e Sina eus ur savenn dommet a implijed da leurenn war an deiz ha da wele diouzh noz e Norzh ar vro hag e Mongolia abalamour ma vez ker yen ar goañvezhioù eno ma ne bade ket gweleoù giz ar Su klouaroc'h. Da leur end-eeun ur sal e c'helle servijout ivez pa veze bras a-walc'h.
Deskrivadur
kemmañUr savenn graet gant brikennoù (pri pe leus, hervez ar vro) zo staliet etre un oaled ma reer un tantad — er gegin peurliesañ — hag ar siminal ; an tantad a gas moged hag aer tomm betek ar siminal, dre ar mogedegoù a zo dindan ar savenn : meur a eurvezh a vez ret evit tommañ ar brikennoù, met pa vez graet mat ec'h eo gouest gorre ar savenn da chom ken tomm ha 40°C a-hed un nozvezh sklas hep muioc'h a dan. Ar sal a vez tommet ouzhpenn d'ar savenn neuze[1].
War-dro daou vetr eo ledander ar savenn, a c'hall bezañ ken hir ha moger ar sal m'emañ. Eus un drederenn betek un hanter eus gorread ur sal e vez peuliesañ, met dre an hevelep doare e c'heller tommañ al leur hepken en he fezh : un dikang ("kàng al leur") eo an anv a roer d'an doare kàng-se.
"Ar penn" (炕头 kàng tóu) a reer eus tu an oaled, tra m'eo "ar beg" (炕梢 kàng shāo) tu ar siminal ; er penn e lakaer mestr an ti hag ar gouvidi a bouez, er beg e kousk an dud vihan hag ar yaouankizoù.
Istor
kemmañKen abred ha Nevezoadvezh ar Maen e voe ijinet tommañ an tiez dre o leur e Sina, da lavaret eo war-dro 7 200 vloaz zo.[2],[3]
E tiriad ar rouantelezh Balhae (698-926) ec'h eo bet kavet koshañ merkoù ur gwele kàng : ur gwiskad pri 10 cm e devder, chouket war al leur ; un tantad a veze graet war e c'horre, ha pa veze tommet a-walc'h an darenn e veze lazhet an tan ha skubet al ludu kent gourvez warni.
Un darenn tommet dre ur mogedeg hepken zo bet kavet e proviñs Heilongjiang e dismantroù ur savadeur eus ar Iañ kantved ; stummet evel un L e oa ar mogedeg savet gant brikennoù ha mein, ha golet e oa gant darennoù maen.[3]
En ur palez eus ar IVe kantved e proviñs Jilin ez eus bet kavet ur voger dommer daou vogedeg enni evit tommañ ur gwele kàng stummet evel un L ivez, graet e brikennoù sec'het en heol.
Sevenadur
kemmañKement ha "lakaat dilhad da sec'hañ e-kichen an tan" eo stêr kentañ kàng, evel m'eo testeniekaet er Shuō wén jiě zì (說文解字, "displegañ ar gerioù"), ur geriadur sinaeg embannet da vare an dierniezh Han er bloaz 121.
En e levr "Annezioù hengounel e Sina" (中国传统民居 Zhōngguó chuántǒng mínjū) e tispleg an aozer Wang Qi Jun penaos e veze peurimplijet galloud al leus da virout an tommder, evit keginañ ouzhpenn da dommañ ar sal[4].
Kevioù anvet yáo dòng (窰洞, "kev") eo an annezioù henañ e Sina, a oa paot e Plateiz al Leus e kreiz ar vro ; dastumet ez eus bet e vijent bet diannezadus hep kàng.[2]
Paot e oa ar savennoù kàng e Manchouria ivez, ma vezent anvet nahan e yezh ar vro. Pouezus e oant pa c'hoarveze kañv : lakaet e veze ar re dremenet war ur plankenn e-kichen an nahan ; uhelder ar plankenn a ziskoueze dere ar familh pe oad an den marv.
Hêrezh
kemmañNe vez mui savet kàng ebet en doare hengounel, pe ral a wech, met miret eo bet an doare : ur gaoter e-lec'h un oaled, un darenn beton e-lec'h brikennoù, troellenegadoù dour zomm e-lec'h mogedegoù, ha siminal ebet alies.
Ur mennozh damheñvel a oa deuet d'ar Romaned : an hypocaustum, da dommañ o c'hibelldioù ha savadurioù foran all.
Levrlennadur
kemmañ- (en) Qinghua Guo. The Chinese Domestic Architectural Heating System [Kang]: Origins, Applications and Techniques . In : 'Architectural History Levrenn 45, 2002, pp. 32-48. Kavet : 25/02/2022.
- (en) Zhi Zhuang. Chinese kang as a domestic heating system in rural northern China—A review. In : 'Energy and Buildings Levrenn 41, niv. 1, Genver 2009, pp. 111-119. Kavet : 25/02/2022.
- (fr) Wang, Qi Jun. Chine - Habitations Traditionnelles. Beijing : Foreign Languages Press, 2006 (ISBN 978-7-119-04129-2)
Notennoùkemmañ |