KV-1
An Tank Kliment Vorochilov (berradur: KV; rusianeg Климент Ворошилов, КВ) a oa anv ur familh tankoù ponner eus an URSS anvet diwar komiser an difenn soviedel ha politikour Kliment Vorochilov. An tankoù-se a oa bet implijet gant al Lu Ruz e-kerzh an Eil Brezel-bed. An tankoù KV a oa brudet abalamour d'o hobregon kreñv e penn-kentañ ar brezel. Dreistbrudet e oant bet e-kerzh kentañ bloavezh aloubadeg URSS gant an Trede Reich hag e harperien. Evit ul lod eus ar stourmadennoù, un tank KV-1 pe KV-2 harpet gant troadegiezh a c'helle talañ ouzh Alamanted niverus. Ar Wehrmacht alaman na c'helle ket talañ outo gant kalz tankoù d'ar mare-se, rak re vihan e oa nerzh o armoù evit distrujañ ar "Russischer Koloss" – ar "Roñfl rusian".
Iskevrennad eus | tank ponner |
---|---|
Brezel | Talvisota, Eil Brezel-bed |
Bro orin | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Manufacturer | uzin Kirov |
Lakaet er servij | 1939 |
Tennet eus ar servij | 1945 |
An tankoù KV a oa tost dibosupl da labezañ (ha diaeosc'h da zistrujañ c'hoazh) gant ar 3.7 cm KwK 36 pe kanol berr 7.5 cm KwK 37 dafaret d'an tankoù alaman, evel ar Panzer III pe Panzer IV, ar re gentañ a oa bet implijet gant nerzhioù aloubiñ an Ahel. Betek ma vije savet kanolioù efedusoc'h gant an Alamanted, an tank KV-1 na c'helle bezañ distrujet tost nemet gant ar c'hanol 8.8 cm Flak.