Tank ponner
Tank ponner eo anv ur rummad tankoù krouet e-kerzh ar C'hentañ Brezel-bed ha betek fin ar Brezel Yen. An tankoù-se ne oant ket reoù aes da fiñval hag a oa bet savet gant un hobregon kreñv hag o kaout un armamant ken galloudus pe galloudusooc'h evit an holl doareoù tankoù all.
Roll
kemmañRummatadur an tankoù a vez graet, n'eo ket hervez ar pouez, met hervez an implij kadoniezhel a vez graet eus ur rummad anezho. An tankoù ponner a oa reoù efedus, met gant un implij kadoniezhel rouez: implijet e oant a-enep tankoù skañvoc'h evito hag evit distrujañ difennioù. An tankoù ponner ne oant ket implijet alies en emgann evit ar roll raksoñjet evito. Aliesoc'h e oant implijet evel kreñvlec'h fiñv pe savioùlec'h difenn, evel ma vez tu gwelet gant tres an tankoù ponner alaman Tiger I ha Tiger II, pe ar KV hag an tankoù IS.
Tresoù
kemmañAn tankoù ponner a oa reoù gant un hobregon tev-tre hag un armamant kempouez gant hini tankoù skañvoc'h evit na oant, raloc'h e oa un armamant galloudusoc'h evit an holl tankoù er rummadoù all. Meur a dank ponner a implije lodennoù heñvel diouzh reoù tankoù skañvoc'h. Ur skouer, an tank ponner M103 stadunanat hag a implije evit un darn mat anezho ar memes pezhioù evit an tank skañvoc'h Patton, evel an treuzkas hag ar c'heflusker. An disoc'h a oa, ne oa ket galloudus a-walc'h ar c'hefluskerioù dafaret dezho evit luskañ anezho, alies e oant gorrek, ha gant kudennoù kefluskerioù o freuziñ pe kudennoù gant diaz an tank hag a dorre. Pa oa ur sevel gant un tres nevez da vat, ar pezh a oa bet gant an Tiger I alaman, an tresoù a zeu buan da vezañ luziet evit nebeut a dra ha koustus-tre, ar pezh a rae ne oa ket savet anezho e bras niver. Alies e vez embannet e oa an tankoù ponner o kaout ur fiñv izeloc'h evit an tankoù etre, ar pezh ne oa ket gwir atav. Evit lod tankoù ponner ar grouerien a oa bet o sevel pezhioù modern ha teknikel evel an distroñser pe treuzkasioù a-ratozh kaer hervez pouez ar c'harbed. Evel laret uheloc'h, an tankoù ponner a oa alies reoù koustus-tre a-fed arc'hant met ivez, ha marteze gwasoc'h, a-fed danvezioù diazez evit bezañ savet hag implijet goude-se. An Tiger I alaman, da skouer, en devoa un tizh damheñvel ha gwelloc'h e oa a-fed ruilhañ war an holl douaroù pa veze keñveriet gant, an hini kalz skañvoc'h an tank etre Panzer IV. En desped da-se, izel e oa an diogelded ha dre ma oa ral an danvezioù diazez ne oa bet savet nemet 1347 anezho, da geñveriañ gant an 8800 Pz.Kpfw. IV.
Istor
kemmañOrinoù an tankoù ponner a zo da gavout e-kerzh ar Brezel-bed Kentañ gant tresoù evito hag a oa liammet gant ar rol raksoñjet hag a oa an hini da emgannañ asambles gant an droadegiezh. Ar pal a oa reiñ un harp tan d'ar soudarded hag ar re-se a zifenne an tankoù ivez. En gwirionez an holl tankoù kentañ a oa reoù ponner gant un hobregon tev evit tremen dreist an no man's land. An tankoù skañvoc'h gant fiñvoù bliv hag aes a zo deuet war-wel e 1917-1918 evel ar Renault FT pa oa adkroget gant ar Brezel fiñv. Kendalc'het e oa bet dreist-holl al labour gant an ijinourien war tankoù skañv pe etre e-kerzh an Etre daou vrezel. D'ar mare-se e oa bet graet eus an tankoù kentañ reoù "ponner" rak posublderioù difennerezh kement ha tagañ o devoa.
An tankoù ponner a zo bet kemmet goustadik evit tremen eus ar c'hefridi stourm a-enep fozioù-difenn ha distruj bunkerioù, betek dont da vezañ armoù enep-tankoù pa oa kroget an Eil Brezel-bed. An tankoù ponner a oa bet imlijet nebeut e Bro-C'hall pa oa kroget ar brezel, hag a oa bet implijet gant an Alamagn Nazi hag URSS etre 1943 betek fin ar brezel.
Ar rummad tankoù-se a oa chomet reoù o kaout pouez en emgannoù betek penn-kentañ ar Brezel Yen. N'eo ket bet kemmet kefirioù an tankoù ponner betek ma vijent erlec'hiet gant an tankoù stourm diazez. An tankoù stourm diazez a zo tankoù gant kefridioù liesoc'h ha sañset int bezañ efedus evit an holl roloù a vez ezhomm gant tankoù en armeoù a-vremañ, ar pezh a lak an tresoù arbennikoc'h da vezañ didalvoud pe dost.