Kaamelott: Lodenn gentañ
Kaamelott: Lodenn gentañ a zo ur film e bed ar stirad Kaamelott, aozet gant Alexandre Astier hag embannet e 2021.
Titl | Kaamelott – Premier Volet |
---|---|
Anvet diwar | Kaamelott |
Tachenn | faltazi er Grennamzer |
Bro orin | Frañs |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | galleg |
Sevener | Alexandre Astier (filmaozer) |
Senarioour | Alexandre Astier (filmaozer) |
Rener ar skeudennaouiñ | Jean-Marie Dreujou |
Sonaozer | Alexandre Astier (filmaozer) |
Dasparzher | Société nouvelle de distribution, ADS Service |
Renkadur ar CNC | holl bublik |
NMHH film rating | NMHH III. |
IGAC rating | M/12 |
Tremen a ra an istor dek vloaz goude darvoudoù ar stirad. Distreiñ a ra Arzhur da Enez Vreizh evit mont en-dro da roue hag en em gannañ gant Lanselod, a zo mestr war ar vro. Adkavout a ra Arzhur tudennoù ar stirad o labourat gant Lanselod pe o kemer perzh er rezistañs a-enep dezhañ.
An istor
kemmañE dibenn levr VI ar stirad, Arzhur, gwan ha melkonius, en doa adlakaet Kaledvoulc'h e-barzh ar garreg ha roet renerezh ar rouantelezh da Lanselod. Levezonet gant Meleagant, Lanselod a c'hwezhas tan en Daol Grenn hag e klaskas pakañ ar varc’heien. Gant sikour Venec e tec’has Arzhur da Roma.
Aktourien
kemmañ- Alexandre Astier: Arzhur, Roue Loegria
- Thomas Cousseau: Lanselod, marc’heg al Lenn
- Anne Girouard: Gwenivar, Rouanez Loegria
- Lionnel Astier: Leodagan, Roue Bro Garmelid
- Joëlle Sevilla: Seli, Rouanez Bro Garmelid
- Jean-Christophe Hembert: Karadeg, marc’heg Gwened
- Franck Pitiot: Percival, marc’heg Kembre
- Caroline Ferrus: Itron Mevanwi, gwreg Karadeg
- Jacques Chambon: Merzhin
- Sting: Horsa, penn ar c’hoprsoudarded sakson
- Christian Clavier: ar gwiraour
- Antoine de Caunes: Dagonet
- François Rollin: Loth, Roue bro Orkania
- Clovis Cornillac: Quarto
- Guillaume Gallienne: Alzagar
- Alain Chabat: Dug Akitania
- Géraldine Nakache: Dugez Akitania
- Nicolas Gabion: Bohort, Roue Gaunes
- Salwa Al Hajri: Furadja
- Guillaume Briat: Roue Burgondia
- Jean-Robert Lombard: an Tad Blaise
- Audrey Fleurot: Itron al Lenn
- Jehnny Beth: Wulfstan
- Brice Fournier: Kadeg, breur Karadeg
- Alain Chapuis: an tavarnour
- Serge Papagalli: Guethenoc
- Gilles Graveleau: Roparzh
- François Morel: Belt
- Loïc Varraut: Venec
- Stéphane Margot: Calogrenant, Roue Kaledonia
- Tony Saba: Herve Rinel
- Aurélien Portehaut: Gaovan
- Étienne Fague: Lionel Gaunes
- Bruno Fontaine: Elias Kelliwic’h
- Alexis Hénon: Galessin, Dug Orkania
- Alban Lenoir: Ferghus
- Carlo Brandt: Meleagant
- Pascal Vincent: Urgan
- Valérie Kéruzoré: Nessa
- Neil Astier: ar c’hrennard Arzhur
- Ariane Astier: Mehben, merc’h Karadeg ha Mevanwi
- Jeanne Astier: Mehgan, merc’h Karadeg ha Mevanwi
- Ethan Astier: Lucan, marc’heg e vorgadenn
- Aaron Astier: ur bugel burgond
Degemer
kemmañEmbann
kemmañD’an 22 a viz Genver 2020 e roas Alexandre Astier da c’houzout deiziad embann ar film: an 29 a viz Gouere 2020. Rankout a reas an deiziad-se bezañ daleet abalamour da gleñved-bed COVID-19. Embannet a voe ar film d’an 21 a viz Gouere 2021[1].
Pellgaset eo bet ar film, istitlet e saozneg, d’ar stasion-spas etrevroadel, ha gwelet en deus Thomas Pesquet anezhañ d’an 22 a viz Gouere[2].
Daveoù
kemmañ- ↑ (fr) "Kaamelott" sortira en salles le 21 juillet 2021. Huffington Post (Meurzh 2021).
- ↑ (fr) « Kaamelott » est arrivé dans l’ISS, Thomas Pesquet se réjouit. Le Point (Gouere 2021).